Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 112:
Liammet eo ar piano get ar jazz abaoe ganedigezh ar stil sonerezh-se; e gavet e vez lies e triad, get taboulinoù hag ur gitar-boud. Soneiz nerzhek ar piano a glot mat-tre get luskoù kreñv ar jazz. Ennañ e vez kalz a unsonerion èl Oscar Peterson. E dalant dezhañ n'eo ket nemet e deknik hep par, mes ivez en e varregezh er primaozadennoù (sonerezh krouet a-feur m'emañ sonet).

== IV. Mont en-dro ar piano ==

Tu vehe renkiñ ar piano get ar benvegoù kerdin dre ma deu ar son diàr froumoù ar c'herdin. Mes renket eo bet bepred get ar reizhad hengounel e toueez ar benvegoù get ur c'hlavier. Ar wikefre a lak da vont en-dro ar piano - an touchennoù a c'hourc'hemenn ar morzholenoù hag ar re-mañ a sko doc'h ar c'herdin - a vez anvet ar ''vekanikerezh''. SOneiz ar benveg - ront hag unvan pe skiltr ha frapataet - a zipand doc'h ar vekanikerezh dreist-holl. Pouez ar c'hlavier en deus e bouezusted ivez: ret eo d'an touchennoù kaout ur gwevnder a-zere get bizied ar soner. Pouezus-tre eo ivez o dhe an holl morzholennoù ar memes pouez ha bout kenpell doc'h ar c'herdin, mod arall e zahe notennoù 'zo fonnaploc'h evit reoù 'rall. Ar son produet get ar benveg a zo amplaet get ar voest kensoniezh, a geer rolla linenn-gig. Ar pehpezh arrebeuri e koad a zo ar c'hef-dasson hag a greñva ar son. Tu 'zo digor golo ar c'hef a-benn kreñvaat ur wezh oc'hpenn ar son.

== V. Pezhioù ar piano ==

'''Ar Framm''' : Gras d'ar framm metalek eh eus tu astenn ar muiañ posubl ar c'herdin a-benn gwellat ar soneiz hag parout d'ar c'herdin d'en em zizakordiñ.

'''Ar Brochoù ton e dir''': Bout eh eus unan dre gordenn.

'''Ar Brochoù stagiñ''' : Lec'hiet in e traon ar c'hef. Aze 'maint evit strapenniñ ar c'herdin.

'''Ar Savadenn e kerdin kraziet''' : Savet a-groaz ez eo hiroc'h ar c'herdin neuze e froumont gwelloc'h, ar pezh a well ivez a son. Ar savadenn a-groaz a servij ivez da ingaliñ ar stennadur skoret get ar framm.

'''Ar Morzholennoù''' :Pa 'vez puezet àr un douchenn e sav ar morzholenn evit skoiñ doc'h ar gordenn.

'''Ar Vougerion''' :Ur wezh skoet ur gordenn e c'holo ar mouger ar grdenn evit paouez ar froumoù ha neuze ar son.

'''Ar Bedalenn dous''' ''(ar bedalenn a gleiz)'': Hennezh a dosta ar morzholennoù doc'h ar c'herdin a-benn m'o dehe nebeutoc'h a nerzh pa skoont doc'hte, ar pezh a gwana ar son.

'''Ar Bedalenn greñv''' ''(ar bedalenn a zehoù)'': Hennezh a bell ar vougerion doc'h ar c'herdin, memes ma vez pouezet àr an touchennoù. Er mod-se eh eus tu derc'hel hir amzer un notenn goude bout bet laosket an douchenn.