Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 122:
'''Ar Brochoù stagiñ''' : Lec'hiet in e traon ar c'hef. Aze 'maint evit strapenniñ ar c'herdin.

'''Ar Savadenn e kerdin kraziet''' : Savet a-groaz ez eo hiroc'h ar c'herdin neuze e froumont gwelloc'h, ar pezh a well ivez a son. Ar savadenn a-groaz a servij ivez da ingaliñ ar stennadur skoret get ar framm.

'''Ar Morzholennoù''' :Pa 'vez puezetpouezet àr un douchenn e sav ar morzholenn evit skoiñ doc'h ar gordenn.

'''Ar Vougerion''' :Ur wezh skoet ur gordenn e c'holo ar mouger ar grdenn evit paouez ar froumoù ha neuze ar son.

'''Ar Bedalenn dous''' ''(ar bedalenn a gleiz)'': Hennezh a dosta ar morzholennoù doc'h ar c'herdin a-benn m'o dehe nebeutoc'h a nerzh pa skoont doc'hte, ar pezh a gwana ar son.

'''Ar Bedalenn greñv''' ''(ar bedalenn a zehoù)'': Hennezh a bell ar vougerion doc'h ar c'herdin, memes ma vez pouezet àr an touchennoù. Er mod-se eh eus tu derc'hel hir amzer un notenn goude bout bet laosket an douchenn.

== VI. Farderezh ur piano ==

Bout 'zo pianoioù a veur a stil hag a veur a vent, ag ar piano a-blom modern a glot get an implij en tiegezhioù betek ar pianoioù sonadegoù. Ar pezh boutin d'an holl: ar memes elfenn eo hag a zo ar brasañ : ar framm e houarn. Ar vekanikerezh eo kalon ar piano. Pep elfenn enni a rank mont en-dro ag ar gwellañ ha bout reizet resis-tre. An holl danvezioù implijet e farderezh ar benveg a rank bout a-zoare evit ma badehe hir amzer. Ar piano a ank bout kedoniet en un doare reoliek. Ar c'hendoner a reizh stennadur ar c'herdin é stardiñ pe é distardiñ ar brochoù ton.