Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
→‎Gerig digant ur merour: : n'eus ket abeg bezañ chalet d'am soñj
Linenn 43:
:::Ma c'hellan da frealziñ en ur lavaret dit e vo klozet gant ar raktres fennoz. Eus an tu all ne savan ket a-du ganit war ur poent, ne welfen ket perak e vefe digalonekaet kenlabourerien gant ar raktres-se, n'o deus nemet chom hep ober war-dro. Evel ma 'm eus displeget meur a-wech dija e vo graet ganeomp al labour reizhañ ha framm, hag aesoc'h e vo evidomp dre ma c'hellimp goulenn ganto. Ar pezh a chal ac'hanon a zo ar skeudennoù hag al live yezh tra ken, ar peurrest a seblant din bezañ aes d'ober. Kerkent a warc'hoazh e krogin gant ober un tamm kempenn evit gwellaat ar c'hinnig. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 14 Meu 2010 da 13:24 (UTC)
::::Ha reizhet e vez ar pennadoù a-raok o embann neuze? gant piv 'ta? Fazioù splann a gaver a linenn da linenn. Digalenekaet e vez an dud o lenn anezhe rak pa vez re a fazioù e teu ur pennad re diaes da lenn (n'eus ket nemet klask hen ober gant ur yezh all estreget ar brezhoneg...) ha re stank ar fazioù hag e meur a bennad evit gallout o reizhañ holl. Gwir eo e faziomp an holl, bet pa vez ken stank all ar fazioù e vez lakaet diaes meur a hini pa lennont ar pennadoù ha divrud e kas war ar raktres-holl. Dre ma vo lakaet diwezh d'ar raktresig-se fennoz, kement hag ober diouzhtu, kea, a-raok degas meur a bennad all enne fazioù a-leizh. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Meu 2010 da 16:06 (UTC)
:::::Me ne zivizan netra, Lomigbad eo a zo e penn, me 'zo kentoc'h e karg eus ar mont en-dro. N'eo ket bet reizhet o labour en a-raok, unan eus ar palioù a oa ivez o defe da verañ o labour en un doare emren, marteze n'o deus ket komprenet mat, alas. Evel ma 'm eus lavaret meur a-wech e raio Lomigbad war-dro ar reizhañ ha me war-dro ar frammañ, neuze n'eus abeg ebet evit bezañ chalet. Me n'on ket evit krediñ e vo kaset divrud d'ar raktres gant ar pennadoù-se, n'eo ket sot an dud, ha merket eo splann ez eo ar raktres o vont en-dro ha dre-se n'eo ket echu al labour. Dipitus e kavfen terriñ al lusk a zo gant al liseidi. Ouzhpenn-se e vo talvoudus forzh pegement al labour-mañ evit Wikipedia pa 'vo ket kempennet. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 14 Meu 2010 da 16:16 (UTC)