Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 147:
 
== VII. Soniñ piano ==
Lâret e vez ez eo ar piano ar romantelañ benveg e-touez an holl re dre ma c'hell troiñ e stumm sonerezh lan a soñjoù, a fromoù hag a skeudennoù.
* '''Staccato''' : Ar ger italian-se a dalv : distaget. E yezh ar sonerezh e vez komprenet ar ''staccato'' èl distagiñ un notenn d'an hani d'he heul. An teknik-mañ a zo tu implijout get tost an holl benvegoù. Efedus eo dreist-holl get ar piano pa vez skañv ha dilammus an ton.
* '''Legato''' : Dalvezout a ra ar ger-mañ : liammet. Kontrol mik ar ''staccato'' eo. Rankout a ra an notennoù bout liammet hep toull tre pep hini. Implije eo kalz ar legato get ar piano. Dont a ray da vout brav meurbet mare ''legato'' ur pezh ma 'z eo sonet mat.
* '''An azez''' : Aliet eo get an holl gelenerion bout azezet mat diak ar c'hlavier memes ma ne chom soner piano ebet - deraouer pe barrek-tre - difiñv penn da benn e-pad m'emañ é soniñ.
* ''' Una Corda''' : An dro-lâr italian-mañ a dalv :ur gordenn. Larêt a ra ez eo ret sankiñ ar bedalenn dous. Ar benvegoù get ur c'hlavier kentañ o doa div gordenn dre notenn. Ar pedalenn dous a zilec'he ar vekanikerezh àr ar c'hostez a-benn ma ne skoehe pep morzholenn àr ur gordenn hepken, evit gwanaat ar son. Er benvegoù modern e vez kavet ar memes mekanikerezh (an notennoù boud get ur gordenn n'int ket fiñvet). Implijet 'vez ar mod-mañ get ar sonerion a-benn gwanaat ha doussat ar soneiz.
* '''Ar Bedalenn greñv''' : Get sonaozourion 'zo e vez meneget àr ar skrid-sonerezh pegourz eo ret he sankiñ mes d'ar liesañ ez eo ar soner a choaz pegourz ober doc'hti. Pinvidikaat a ra ar bedalenn greñv soneiz ar piano. Hepti e vehe bet dibosupl tizhout efedoù fellet da sonaozerion an XIX<sup>vet</sup> hag XX<sup>vet</sup> kantved.
* '''Ar Vizerezh''' : Ar re a grog get ar soniñ piano a gav enoeüs deskiñ ar vizerezh. Mes n'haller ket ober hepti a-benn bout ur mailh àr ar soniñ. Ar sonerion piano a vicher a oar en a-raok get peseurt biz 'vo c'hoariet bep a notenn. Kalite an c'hoari a zipand dreist-holl ag ur vizerezh desket mat.
* ''' An Eizhvedelloù''' : O implijet e vez lies get an dorn kleiz a-benn kreñvaat ar boud. Lies e vez daouarn ar sonerion yaouank re vihan evit soniñ an eizhvedelloù. An diaester-se a za kuit pa vrasa ar bugel.
* ''' Ar c'hlotadoù''' : Ar re a gomañs, a c'hoari un notenn en un taol er penn kentañ hag e c'hoariont klotadoù goude. Sonet e vent d'ar liesañ get an dorn kleiz a eil an ton sonet get an dorn dehoù. Lod vrasañ an deraouerion o deus poan da sevel bizied 'zo é soniñ get bizied arall an dorn dehoù. Dont a reont a-benn ag an deknik buan a-walc'h memestra.
 
 
[[Skeudenn:Pianoclavier.jpg|300px|thumb]]<br />