Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 46:
::::::Brav eo ar raktres ha normal eo e savfe kudennoù pa eo ar wech kentañ e vez kaset da benn. Pa vo echu gantañ e vo aezetoc'h renabliñ ar c'hudennoù zo bet. D'am soñj zo un dra a vo mat displegañ sklaer d'al liseidi a gemer perzh ennañ : n'o deus ket da ziverkañ pennadoù diouzh ar wikipedia evit plantañ o re (s.o. [[Roger Federer]], [[Krank]], [[Gouren]]...). Marteze vo mat, a-raok na grogfent ganti, renabliñ ar pennadoù emaint e soñj da sevel ha gwiriañ n'eus ket anezhe c'hoazh.--[[Implijer:Gouerouz|Gouerouz]] 14 Meu 2010 da 16:26 (UTC)
:::::::Laouen o lenn da gemennadenn. Displeget e vo sklaer tout-se dezho, ha kerkent warc'hoazh. Merzet 'm eus ivez e oant bet techet da ziverkañ ar pezh a oa a-raok, displeget 'm boa dezho padal, ar riskl eo atav, met pa 'rin war-dro frammañ an traoù ec'h adlakain ar pezh tennet ma 'z eo talvoudus. Ganin ez eus ur roll eus ar pennadoù o deus soñj sevel, met lod a cheñch ali hep lavaret tra ebet (kavet 'vez ar pennadoù graet ganto amañ : [[:Rummad:Raktres Lise Diwan]]. Aotreet eo bet ganeomp e rafent war-dro ur pennad keit ha ma ne oa ket kalz tra ebarzh. Evit talvoudekaat ar raktres ar muiañ posupl e vo klasket displegañ dezho ar fazioù pennañ bet graet ganto hag ar reolennoù n'o deus ket doujet outo (copyright...). A galon --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 14 Meu 2010 da 16:36 (UTC)
::::::::Splann eo a rankimp gwellaat ar mont-en-dro (ma vefe c'hoazh) ha splann ivez e vo ur sapre labour reizhañ ha frammañ kement. Kemenn a rin d'al liseidi chom a-sav gant o fennad keit ha ma ne vo ket renket pep tra ; Kaset e vo al labour-se war-raok adalek warc'hoazh ha echuet pa grogo vakañsoù an HollSent. Deus ma zu (kelenner) on bet laouen-flamm o welet krennarded reiñ kement a nerzh hag a dalvoudegezh d'o skridoù en ur c'houzout e vefe tud all, dianavezet ganto, o sellet outo. Liseidi a live yezh disheñvel a zo bet perzh, reoù aes dezho ha reoù all gant muioc'h a ziasterioù ; n'on ket spontet gant ar fazioù a reont met mantret a vefen ma ne dennfent ket gounit diouzh an evezhiadennoù a vefe graet dezho. Trugarez d'an holl evezhiadennoù ho peus graet ouzhomp hag outo, pouez o deus. A galon.--[[Implijer:Lomigbad|Lomigbad]] 14 Meu 2010 da 20:07 (UTC)