Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Yun (kaozeal | degasadennoù)
tennañ

Linenn 6:
Eus [[berradur]] an droienn italiat ''piano-forte'' (= dous-kreñv) e teu anv ar beñveg. Diwar-se e lakaer da intent e teu disoc'hoù disheñvel hervezh an nerzh a gaser evit stokañ ouzh an stokelloù.

Sell ouzh skouer son ar piano : [[media:piano.ogg|son ar piano]]

[[Skeudenn:Klavier_leun.JPG|500px|thumb]]

[[Skeudenn:Klavier_leun.JPG|500px|thumb]]

== I. Istor ar piano ==

=== Kavadenn ar piano-forte ===
Linenn 18 ⟶ 16:
N'ouzer ket mat pegoulz eo bet fardet ar [[piano-forte]] kentañ gant [[Bartolomeo Cristofori]], met diouzh ur renabl graet evit ar Medicis, mistri Cristofori e weler e oa ur c'hlav gantañ e [[1700]]. Sañset eo bet fardet un ugentad piano-forteoù gant Cristofori a-raok ma varvas e [[1731]] hag e chom tri anezho hiziv deiziadet war-dro ar bloavezhioù 1720.

=== 1) Piano Cristofori ===

E 1698, ar fardour klavisim italian Bartolomeo Cristofori a soñj da grouiñ ur benveg nevez get ur c'hlavier. E bal a oa da fardiñ ur benveg a c'helle produiñ sonioù nerzhek pe dous kement ha ma c'hell (n'eh eus ket tu kemm ment son ar c'hlavisim). E 1709 ez eo bet echuet an ijinadenn. Anvet eo bet get Cristofori gravicembalo col piano e forte – klavisim get arlivioù dous ha kreñv. Treuzfeurmet eo bet an anv-se e «pianoforte» ha berret e «piano» dibaoe. Cristofori en deus bet kalz a gudennoù da sevel ar benveg. Da skouer, penaos paraat doc'h ar vorzholenn da adlammat goude bout bet skoet doc'h ar gordenn, ha lakaat anezhi da skoiñ ur wezh c'hoazh? Kavout a raas un diskoulm – ur gwikefre a vez anvet hiriv an deiz an «achap». E 1732, ar sonaozer Lodovico Giustini a embannas daouzek sonatenn evit ar piano – ar re gentañ skrivet evit ar benveg-mañ. Àr ar skrid en doa skrivet ar lodennoù da soniñ «piano» pe «forte».

Pianoioù Cristofori o doa div gordenn evit pep notenn (a-benn lakaat da vont àr gresk ar soneiz). Ar c'herdin a veze skoet get morzholennigoù stumm karrezek goloet get lêr. Gwan e oa soneiz ar benveg, ar pezh a laouene e gevezerion, fardourion klavisim.

=== 2) Piano Silbermann ===

Ijinadenn nevez Cristofori 'n em ledas en estrenvro, hag an obererion benvegoù a grogas da fardiñ pianoioù. E Dresde, e alamagn, an oberer Gottfried Silbermann a ginnigas e ziwezhañ patrom piano da v/Bach mes ne voa tamm 'bet fromet ar sonaozer. Gwan e oa an notennoù skiltr, a lâras eñ, ha re bounner eo an touchennoù, ar pezh a lakae an oberidigezh da vout skuizhus. Silbermann a selaouas doc'h an evezhiadennoù-se hag a gemmas e biano. Ar wezh-mañ e voe gourc'hemennet pa esaeas ar sonaozer ar benveg evit an eil gwezh.

=== 3) Ar piano karrez ===

Ar bianoioù kentañ a oa pianoioù lostek get ur voest a-blaen evit lojiñ ar c'herdin. Benvegoù fichet cheuc'h mes a gemer kalz a blas. Obererion alaman a grouas benvegoù bihanoc'h, anvet piano karrez. Doc'h ar c'hiz eo bet ar pianoioù karrez e Br-Saoz lec'h ma teuas an alamanad Johannes Zumpe, skoliad Silbermann, d'en em staliiñ e 1760. Brud Zumpe 'n em ledas er bed a-bezh, hag e venvegoù a zo bet ezporzhiet e Frañs hag e Amerika memes, lec'h ma 'z eo bet e gemmet ur wezh c'hoazh. Kerdin ar pianoioù karrez a zo renket a-blaen, a gleiz da zehoù, é gounit plas er mod-se – ur soñj tennet diàr ar c'hlavikerdin.

=== 4) Ar framm metalek hag ar bedalenn greñv ===

Kerdin ar piano a zo astennet àr ur frammad e stumm un delenn, ar framm. Àr ar benvegoù kentañ, e oaar framm-se graet get koad kreñvaet get houarn. E rannvroioù 'zo e Amerika, e distrizhe hag e krize ar c'hoad, a-gaoz d'an hin, ar pezh a zizakorde ar piano. E 1825 an oberer piano Alpheus Babcock a v/boston a soñjas en ur framm metalek hep koad: an houarn na griz ket. Obererion arall a adkemeras e soñj et e-dan berr e voa savet frammoù an holl pianoioù er memes mod. Hiriv an deiz, ez eo bras-tre framm metalek ar pianoioù lostek, rak gwask ar kerdin a zo bras kenañ: meur a donennad. Ur framme houarn teuzet en ur pezh a ro tu da sevel kredin tevoc'h hag astennetoc'h, a-benn gwellaat ar soneiz. E fin an XVIIIvet kantved, o doa an obererion a Londrez ur plas pouezus. E 1783 firm Broadwood a ijinas ar pezh a zo hiriv an deiz un ag an elfennoù pennañ ar piano modern: ar bedalenn «kreñv». Un nebeut goude e voe savet an holl pianoioù get ar bedalenn-se hag àr-lerc'h e voe oc'hpennet ur bedalenn «dous». Benvegoù 'zo, dreist-holl ar re lostek, o deus un drede pedalenn.

=== 5) Ar pianoioù «a-blom» ===

É welet pennvad ar piano karrez, ar farderion o deus klasket fardiñ ur benveg en deus soneiz a-zoare ar piano lostek mes a gemer nebeut a blas. An aesañ diskoulm a zo bet lec'hiiñ ar piano lostek a-blom – hag an dra-se eo o deus graet! An disoc'h a zo bet ur benveg uhel ha vil, lesanvet «piano jiraf». E 1811, an oberer a Londrez Robert Wornum a ijinas unan fetisoc'h a deuas da vout ar piano a-blom, goude bout bet gwellekaet mar a wezh. Bro Frañs he deus kemeret perzh e gwellidigezh ar piano a-blom, ec'h implijout ar staliadur e kordennoù kraoziet. : ar c'herdin bout ha skiltr a oa astennet a dreuz ar re àr ar re arall. Er mod-mañ e oa tu lojiñ kerdin brasoc'h en ur boest bihanoc'h ha gwellaat neuze perzhded ha galloudegezh ar son. Da heul ez eo bet graet get an teknik-mañ evit ar pianoioù lostek, hag hec'h implijet e vez hiriv an deiz.

=== 6) An anvioù bras ===

Dibaoe Cristofori ez eo 'n em diorroet kalz ar piano. Leun a obererion a oa brudet gwechall ne vez o anavet nemet get o enskrivadur àr o benvegoù a chom bev hiriv c'hoazh. Mes tri zi bras, holl krouet e 1853, a gendalc'h da vout hiriv an deiz: Bechstein ha Blütner e Alamagn ha Steinway er Stadoù Unanet – kavet e vez ingal an anvioù-se e gwellañ sonadegoù ar bed a-bezh.

== II. Familh ar C'hlavieroù ==

=== 1) An Ograoù ===

Iijinet eo bet an hini kentañ e bro C'hres daou vil vloaz 'zo d'an nebeutañ. Anvet 'veze an ''hydraulos'', implij a rae gwask an aer bet krouet get ur bompell dour ha lakaet 'veze da vont en-dro get ur ur bompell a-zorn. Sonet 'veze ag an ograoù evit ar lidoù pe evit an emgannioù gladiatourion get ar Romaned. Kevredet get ar lidoù-mañ, ez eo deuet an ograoù da vout ur benveg relijiel, àr-lerc'h un nebeut kantvedoù.
Hiriv an deiz e vez an ograoù a iliz ar brasañ benveg a familh ar c'hlavieroù: tuelennoù an ograoù a c'hell tizhout tro 10 metrad a hirder.

=== 2) Ar C'hlavikerdinell ===

Ar c'hlavikerdinell 'zo bet krouet er XVvet kantved. Ar benveg kentañ a familh ar c'hlavieroù 'oa é vout implijet get an holl tiegezhioù muziker. Dre ma 'oa bihan a-walc'h, e veze e lakaet àr an daol. Kerdin ar c'hlavikerdinell a veze skoet get laonennigoù e laton anvet ''tangentes''. An tangentes a boueze àr ar c'herdin betek ma vehe laosket an douchenn get ar biz. Tu 'oa neuze produiñ meur a efed é cheñch gwask ar biz àr an douchenn. Dous-tre 'oa son ar benveg-mañ daoust ma 'oa div gordenn evit pep notenn a-benn ma vehe kreñvoc'h ar son.

=== 3) Ar Spinetez ===

Ar spinetez a zo bet implijet kalz e-kerzh ar XVIIvet hag ar XVIIIvet kantved, e amzer Bach ha Mozart. Dont a ra e anv ag ar ger latin spina, a dalvez draen, dre ma 'z eo he beg hañval doc'h un draen. Ar benveg-mañ a veze implijet pa veze un nebeut a dud kentoc'h evit ar sonadegoù bras dre ma 'z eo gwan he soneiz. Piñset eo ar c'herdin get pezhioù koad o deus ur beg e bluenn anvet : ''sauteraux''. Pa vez pouezet àr un douchenn e sav ar sautereau hag e piñs ar gordenn.

[[Skeudenn:Klavisim.jpg|200px|thumb|]]

=== 4) Ar C'hlavisim ===

E-pad pevarc'hant blez, betek fin an XVIIIvet kantved eo bet ar c'hlavisim ar benveg get ur c'hlavier ar muiañ implijet. Get mentoù a-zoare, alies livet ha kinklet, e son a oa sklaer ha nerzhek. Ar re vrasañ o doa daou pe dri c'hlavier, lakaet an eil dreist egile, get gwikefreoù disheñvel a-benn cheñch soneiz. E mare Bach, e voe kavet ar c'hlavisim e lod vrasañ ar pezhioù evit ar sonerezh kambr pe evit ar lazoù-soniñ. Ar memes mont en-dro hag ar spinetez en deus.

=== 5) Ar Piano ===

A-dal penn kentañ an XIXvet kantved, eh aas ar piano ag annezoù an aristokrated da diegezhioù ar vourc'hizion. E fin ar c'hantved e tizhaas bed ar sonerezh jazz hag ar music-hall. E penn kentañ an XXvet kanted ez eo en em ledet ar piano en ur bochad familhoù. E-touez an holl c'hlavieroù ez eo ar piano a c'hell kaout ar muiañ a sonioù, ar bravañ arlivioù hag en em velliñ a ra mat-tre get ar binvioù arall. Ar perzhioù mat-se o deus e gaset dreist d'ar c'hlavisim ha d'ar spinetez.

[[Skeudenn:Harmoniumfrisia.jpg|120px|thumb|]]

=== 6) An Harmonium ===

E 1840 e ijinas ur oberer ograoù gall ur benveg en doa ar memes mont en-dro evit an ograoù, mes get ur c'lavier oc'hpenn. Son an harmonium a deue a krenadennoù filennoù metalek, an anchennoù. Bout 'oa unan evit pep notenn. Krenañ a raen e-dan gwask an aer kavet en ur megin a veze lakaet da vont en-dro gras d'ur bedalenn. Buan en em ledas an harmonium en tiegezhioù kement ag en ilizioù hag er chapelioù, lec'h ma 'h eus tu klevet son an harmonium hiriv an deiz c'hoazh.

=== 7) An akordeoñs ===

Èl an harmonium ez eo an akordeoñs ur benveg get anchoù. Dont a ra maez ur son pa vez sachet pe bountet àr ar meginoù. An dorn dehoù a c'hoari an ton àr ar c'hlavier bihan get touchennoù pe boutonoù, e keit ma lak da vont en-dro an dorn kleiz ar meginoù ha meur a boutons a-benn krouiñ klotadoù-boud.

=== 8) Ar Piano Mekanikel ===

Ar piano mekanikel kentañ a zae en dro get un dornell; ur seurt boest sonerezh e oa 'benn ar fin. E penn komañs an XIXvet kantved, e veze savet anezhañ àr rodoù hag implijet er straedoù get ar sonerion. Da heul eo bet ijinet ur wikefre a c'helle bout lakaet àr klavier ur piano ordinal; ur wikefre bizied e koad a boueze àr an touchennoù. A-benn ar fin, ez eo bet lakaet ar wikefre-mañ er piano da vat. Mont a rae en-dro get rolloù paper toullet ha meginoù ( bet erlec'hiet get ur c'heflusker tredan goude-se). E 1900 eh eus bet graet kenwerzh gettañ e-dan an anv pianola, hag a zo chomet dezhañ àr-lerc'h.

=== 9) An Ograoù Hammond ===

Ar c'hlavier tredanel kentañ a zo bet krouet 100 vloaz 'zo e Stadoù-Unanet Amerika. Telharmonium a veze graet doc'htañ ha poueziñ a rae 200 tonennad! E 1939 an ijinour Hammond a grouas an ograoù Hammond. Son ar benveg-mañ a veze krouet get pladennoù e dir, a droe e maezioù magnetek. Er bloavezhioù 50 eo bet krouet ar c'hlavieroù hezoug, er bloavezhioù 60 ar c'hugoù elektronek – hag ar stokelleg.

Brud a gavas e berr amzer ograoù Hammond. En em ledet eo buan en ilizioù, er sinemaoù hag er studioioù radio kement ag en tiegezhioù.

[[Skeudenn:Celesta.jpg|120px|thumb|]]

=== 10 )Ar célesta ===

Ar célesta a hañval doc'h ur piano bihan hag en deus ar memes mont en-dro. An diforc'h eo, e sko ar morzholennoù doc'h barrennoù houarn, ar pezh a ro d'ar benveg-mañ ur soneiz skiltr ha kanus. Breouet e Bariz e 1886, ez eo bet implijet ar célesta e meur a sonaozenn laz-soniñ.

== III. Ar lazoù-binvioù ==

=== 1) Sonerezh evit piano solo ===

Toniaoueg ar piano a zo kalz brasoc'h evit hini n'eus forzh peseurt benveg arall. Er c'hentañ plas e vez ar piano er c'hoariadennoù (sonadeg roet get un unsoner). Sonaozet eo bet pezhioù evit abadennoù skinwel, temoù filmoù ha sonerezh laz-soniñ, e meur a stil evit ar piano. Setu penaos eo bet pinvidikaet c'hoazh un tonaoueg a oa dija bras meurbet.

=== 2) Daouad evit ar piano ===

Un daouad a zo ur pezh evit daou soner. Dre ma 'z eo frank-tre skeuliad ar piano, ez eo an daouadoù sonerezh ur pevar dorn d'ar liesañ (daou soner àr ur c'hlavier). Sonaozerion 'zo o deus skrivet pezhioù get muioc'h a zanvez evit daou biano.

=== 3) Triadoù get ur piano ===

Un triad a zo ur pezh evit tri benveg; d'ar liesañ e vez ur piano ur violoñs hag ur gourebed, èl en triad anavet a v/Beethoven: Triad an Arc'hduk.

=== 4) Pevarad get ur piano ===

Ar pervarad get ur piano a zo aozet d'ar liesañ get ur piano, ur violoñs, un alto hag ur gourebed. Mes e ''Quatuor pour la fin fin du temps'' ag ar sonaozour Olivier Messiaen (skrivet e 1941, pa 'oa eñ ur prizonniad brezel) e vez kavet ur piano, ur violoñs, un dreujenn-gaol hag ur gourebed. An dibab-se 'zo bet graet e-keñver barregezh e gompagnuned a gamp.

=== 5) Eilañ get ar piano ===

Perzh dibar d'ar piano (hag un nebeut benvegoù 'rall) eh eus tu soniñ meur a notenn er memes koulz (klotadoù), a pezh a lak anezhe da vout eilerion hag ar choaz. Get ar sonaozerion eo bet impljet kalz ar perzh-mañ, kement evit eiliñ benvegoù pe unkanerion kement hag aozadurioù bras laz-kaniñ.

=== 6) Concerto evit ar piano ===

Ar ger «concerto» a dalveze gwechall evit an holl pezhioù evit meur a venveg. E-kerzh an daou gant hag hanterkant vlez diwezhañ eo daet da vout ar c'honcerto ur sonaozenn evit ur benveg e-unan hag ur laz-soniñ. Mozart a zo bet an hini kentañ da sonaoziñ concertoioù evit ar benveg-mañ, hag evit daou ha tri fiano memes.

=== 7) Ar piano jazz ===

Liammet eo ar piano get ar jazz abaoe ganedigezh ar stil sonerezh-se; e gavet e vez lies e triad, get taboulinoù hag ur gitar-boud. Soneiz nerzhek ar piano a glot mat-tre get luskoù kreñv ar jazz. Ennañ e vez kalz a unsonerion èl Oscar Peterson. E dalant dezhañ n'eo ket nemet e deknik hep par, mes ivez en e varregezh er primaozadennoù (sonerezh krouet a-feur m'emañ sonet).

== IV. Mont en-dro ar piano ==
Linenn 118 ⟶ 117:
== V. Pezhioù ar piano ==

*'''Ar Framm''' : Gras d'ar framm metalek eh eus tu astenn ar muiañ posubl ar c'herdin a-benn gwellat ar soneiz hag parout d'ar c'herdin d'en em zizakordiñ.

*'''Ar Brochoù ton e dir''': Bout eh eus unan dre gordenn.

*'''Ar Brochoù stagiñ''' : e dit int ha lec'hiet e traoñ ar c'hef. Aze 'maint evit strapenniñ ar c'herdin.

*'''Ar Savadenn e kerdin kraziet''' : Savet a-groaz ez eo hiroc'h ar c'herdin neuze e froumont gwelloc'h, ar pezh a well ivez a son. Ar savadenn a-groaz a servij ivez da ingaliñ ar stennadur skoret get ar framm.

*'''Ar Morzholennoù''' : Pa 'vez pouezet àr un douchenn e sav ar morzholenn evit skoiñ doc'h ar gordenn. Mentoù disheñvel a c'hellont kavit e-keñver ar piano. Graet in get bazhioù hir ha fin e koad. Lurellet int get meur a devder feltr gwasket ha peget doc'h ar c'hoad.

*'''Ar Vougerion''' :Ur wezh skoet ur gordenn e c'holo ar mouger ar grdenn evit paouez ar froumoù ha neuze ar son.

[[Skeudenn:Pedalennoù.jpg|120px|thumb|]]
*'''Ar Bedalenn dous''' ''(ar bedalenn a gleiz)'': Hennezh a dosta ar morzholennoù doc'h ar c'herdin a-benn m'o dehe nebeutoc'h a nerzh pa skoont doc'hte, ar pezh a gwana ar son.

*'''Ar Bedalenn greñv''' ''(ar bedalenn a zehoù)'': Hennezh a bell ar vougerion doc'h ar c'herdin, memes ma vez pouezet àr an touchennoù. Er mod-se eh eus tu derc'hel hir amzer un notenn goude bout bet laosket an douchenn.

*'''An touchennoù''' : graet int get koad tener kalfichet un ur blankenn gwez sapin pe tilh. Gwechall e veze goloet an touhennoù gwenn get ivor olifant hag ar re zu get koad ebena. Hiriv an deiz eo bet erlec'hiet an danvezioù rall-se get plastik.

== VI. Farderezh ur piano ==

Bout 'zo pianoioù a veur a stil hag a veur a vent, ag ar piano a-blom modern a glot get an implij en tiegezhioù betek ar pianoioù sonadegoù. Ar pezh boutin d'an holl: ar memes elfenn eo hag a zo ar brasañ : ar framm e houarn. Ar vekanikerezh eo kalon ar piano. Pep elfenn enni a rank mont en-dro ag ar gwellañ ha bout reizet resis-tre. An holl danvezioù implijet e farderezh ar benveg a rank bout a-zoare evit ma badehe hir amzer. Ar piano a rank bout kedoniet en un doare reoliek. Ar c'hendoner a reizh stennadur ar c'herdin é stardiñ pe é distardiñ ar brochoù ton.

[[Skeudenn:Piano_kentoniñ.jpg|300px|thumb]]

'''Ar C'hef pe ar Pezh arrebeuri''' : graet eo get pannelloù e kod derv. A waezhoù e vez lakaet dir pe houarn get ar c'hoad.

'''Ar Voest kensoniezh''' : ur pezh bras e koad spruñs ag 1cm a devded. Un tamm krommet eo ha staget a-blom doc'h ar frammadur.

'''Ar Varc'hoù-koad''' : e koad kalet int savet. Lakaat a reont ar c'herdin hag ar voest kensoniezh da zaremprediñ. Staget int get viñsoù ha peg.

'''Ar pedalennoù''' : urzhiet int get loc'hoù ha pipedoù.

'''Ar Framm e houarn''' : ur stumm amreizh 'zo dezhañ, teuzet eo en ur bezh hepken ha lakaet e plas dre sikour boulonoù.

'''Ar C'herdin''' : staget int en tu get ar brochoù ton ha d'an tu arall get ar brochoù stagiñ. Trement a reont dreist d'ar varc'hoù-koad.
* Ar c'herdin boud : e dir int graet get kouevr ha laton tro-dro. Er mod-se int kreñvaet hep ma ne gollehent o gwevnder. Dalc'het e vez neuze kalite ar son.
* Ar c'herdin kreiz : div grodenn a vez dre notenn a-benn kreñvaat ar soneiz.
* Ar c'herdin skiltr : teir gordenn a vez dre notenn a-benn kempouez dasson an notennoù boud.

*'''Ar C'hef pe ar Pezh arrebeuri''' : graet eo get pannelloù e kod derv. A waezhoù e vez lakaet dir pe houarn get ar c'hoad.

*'''Ar Voest kensoniezh''' : ur pezh bras e koad spruñs ag 1cm a devded. Un tamm krommet eo ha staget a-blom doc'h ar frammadur.

*'''Ar Varc'hoù-koad''' : e koad kalet int savet. Lakaat a reont ar c'herdin hag ar voest kensoniezh da zaremprediñ. Staget int get viñsoù ha peg.

*'''Ar pedalennoù''' : urzhiet int get loc'hoù ha pipedoù.

*'''Ar Framm e houarn''' : ur stumm amreizh 'zo dezhañ, teuzet eo en ur bezh hepken ha lakaet e plas dre sikour boulonoù.

*'''Ar C'herdin''' : staget int en tu get ar brochoù ton ha d'an tu arall get ar brochoù stagiñ. Trement a reont dreist d'ar varc'hoù-koad.
** Ar c'herdin boud : e dir int graet get kouevr ha laton tro-dro. Er mod-se int kreñvaet hep ma ne gollehent o gwevnder. Dalc'het e vez neuze kalite ar son.
** Ar c'herdin kreiz : div grodenn a vez dre notenn a-benn kreñvaat ar soneiz.
** Ar c'herdin skiltr : teir gordenn a vez dre notenn a-benn kempouez dasson an notennoù boud.

== VII. Soniñ piano ==
Linenn 157 ⟶ 155:
* ''' Ar C'hlotadoù''' : Ar re a gomañs, a c'hoari un notenn en un taol er penn kentañ hag e c'hoariont klotadoù goude. Sonet e vent d'ar liesañ get an dorn kleiz a eil an ton sonet get an dorn dehoù. Lod vrasañ an deraouerion o deus poan da sevel bizied 'zo é soniñ get bizied arall an dorn dehoù. Dont a reont a-benn ag an deknik buan a-walc'h memestra.

[[Skeudenn:Pianoclavier.jpg|300px|thumb]]

[[Skeudenn:Pianoclavier.jpg|300px|thumb]]

[[Rummad:Binvioù-seniñ]]

[[ar:بيانو]]