Pêr-Jakez Heliaz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: an:Per-Jakez Heliaz
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
D'an [[21 Kerzu|21 a viz Kerzu]] [[1946]] e krog Pêr Helias (Jakez Kroc'hen) da aozañ abadennoù e brezhoneg evit ar radio (sketchoù ha pezhioù-c'hoari) e kompagnuniezh [[Pêr Trepos]] (Gwilhou Vihan). Un tamm brud a sav neuze dezhañ, plijet kenañ ma veze an dud gant o fent, o selaou anezho er "post bihan", war gwagennoù ''Radio-Quimerc'h''. Daou vloaz war-lerc'h eo e-mesk ar re a ro lañs en-dro da [[Gouelioù-meur Kerne]] e Kemper. Chom a ray e-touesk aozerien ar festival-se e-pad pell, hag an den karget da ginnig an abadennoù e brezhoneg d'an dud.
 
Un den er-maez eus an [[Emsav]] e chom e vuhez-pad, o klask ober gant e zaou sevenadur war un dro, o skrivañ kerkoulz e brezhoneg hag e galleg. Un den a-gleiz eo, tost-kar d'ar gomunisted : ezel eo deus ar strolladoù [[Ar Falz]] hag [[Emgleo Breiz]]). Embann a ra pennadoù er gelaouenn ''La Bretagne à Paris'' hag er gazetenn bemdeziek ''[[Ouest-France]]''. Diwar ar gronikenn divyezhek embannet er gazetenn-se bep sizhun e sav e benn-oberenn ''Le Cheval d'orgueil'', lakaet da zont er-maez doare ul levr e [[1975]]. Ennañ e tispleg e yaouankiz ha buhez an dud anvet gantañ dre ar munud. Ar mod en deus da daolenniñ pep tra a laka e levr da vezañ kazimant ur studiadenn diwar-benn doare an dud da vevañ war ar maez gwechall er [[Bro Vigoudenn|Vro Vigoudenn]], evel ma vije bet savet gant un etnologour. Kerkent hag embannet e ra berzh spontus e levr. Troet eo e nousped yezh hag anvet eo dre ar bed. Rebechet eo bet outañ koulskoude bezañ aozet un oberenn m'eo troet enni sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war an amzer dremenet.
 
E [[1977]] eo embannet gantañ al levr ''Les Autres et les miens'', un dastumadeg koñchennoù priziet mat. Goude e sav romantoù e galleg. E varzhoniezh vrezhonek a vez priziet kemend-all, evel el levrioù ''Maner kuz/Manoir secret'' ha ''La Pierre du Oui/Men ar Ya''.
Linenn 17:
E [[1971]] e kemer perzh en abadennoù brezhonek ''Breizh o veva'', skignet dre ar skinwel.
 
A-benn e enoriñ eo bet roet e anv da veur a straed ha da veur a skol e Breizh ([[Pouldreuzig]], [[Kleder]], [[MerdrignegMedrigneg]], [[Sant-Maloù]]...), da lec'hiad [[Skol-veur Breizh-Izel]] e [[Kemper]] ha da vediaoueg-kêr [[Landerne]]. Erminiget eo bet e [[1991]].
 
E miz [[Gouere 2006]] eo digoret ur mirdi gouestlet dezhañ e [[Pouldreuzig]], en ti m'eo bet o chom ennañ.