Anna Akhmatova : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
[[Image:Anna Achmatowa 1950.jpg|right|thumb|260px|Anna Akhmatova e 1950]]
[[Skeudenn:Anna Ahmatova's grave.jpg|right|thumb|260px|Bez Anna Akhmatova .]]
'''Anna Akhmatova''' (pe Анна Ахматова e [[ruseg]]) ,Anna Ac'hmatova e brezhoneg, ganet d'an [[23 a viz Mezheven]] 1889 ha marvet d'ar [[5 a viz Meurzh]] 1966, a oa [[anv-pluenn]] ar varzhez rusek '''Anna Andreïevna Gorenko''' (Анна Андреевна Горенко e ruseg), unan eus gwellañ barzhed an XXvet kantved, hag eus al lennegezh rusek. En e oberenn e teu kaoz alies eus an amzer o tremen, eus an eñvor, hag eus pegen diaes skrivañ dindan gwask ar [[stalinouriezh]].
 
Lesanvet e oa bet ''Rouanez an Neva'', hag ivez ''Ene Oadvezh an Arc'hant''.
Linenn 12:
Ganet e oa e Bolchoï Fontan, e-tal-kichen [[Odessa]], ha hi trede a c'hwec'h bugel . Ijinour a vor e oa he zad. Adalek [[1890]] ez eas an tiegezh da chom da [[Tsarskoïe Selo]], ma chomas Anna betek he 16 vloaz. Tud a beadra e oa he zud, hag abred e teskas galleg e Tsarskoïe Selo. Da 11 vloaz e krogas da skrivañ galleg met [[Evgueni Baratynski]] hag [[Alexandre Pouchkine|Pouchkine]] e oa e varzhed muiañ-karet. Gant aon ralk fallvrud war e anv e choulennas he zad diganti kemm hec'h anv en hec'h embannadurioù: kmer a reas ''Akhmatova'' da [[anv-pluenn]] dre ma oa anv he mamm-gozh [[tatar]].
Pa zispartias he zud e [[1905]] ez eas da chom gant he breudeur ha c'hoarezed , ha goude kregién da studiañ ar gwir en ur skol merc'hed e [[Kiev]].
E-kerzh he studioù e reas anaoudegezh gant ar barzh [[Nikolai Goumilev]], a reas al lez dezhi hag a zimesas dezhi e [[1910]]. Miz mel a voe gante, beaj da Bariz. Ha dilezet ar wreg yaouank gant he gwaz a skampas da Afrika. Hi a veajas e-pad daou vloaz etre Italia ha Pariz, ha degouezhout a reas gant [[Amedeo Modigliani]], a voe brudet e boltredoù treset anezhi.
 
OBERENNOU':
 
Al levr " Requiem " e oa bet troet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e 1997.
<!-- [[Égérie]] des [[acméisme|acméistes]],