Liñs Kanada : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: hsb:Kanadiski rys
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
Heñvel eo e feson ouzh hini liñs Eurazia. Gell-arc'hant eo e vlevenn daoust ma ya da c'hell-ruz e-pad an hañv. Berr eo e lost met e bavioù zo hir a-walc'h ha goloet gant blev, ar pezh a skoazell anezhañ da gerzhout en [[erc'h]]. Ar pared a zo brasoc'h eget ar parezed.
 
[[gad|Gedon]], krignerien hag [[evned]] a vez hemolc'het gantañ, ha gwechoù zo [[karv|kirvi]] ivez. Ober a ra gant e weled hag e gleved da gavout e breizhoù. E-barzh kornioù-bro 'zo eo ar [[gad-erc'h Amerika|c'had-erc'h]] (''Lepus americanus'') e breizh nemetañ. Er rannvroioù-se e heulio ment poblañsoù liñsoù hini poblañsoù gedon.
 
Un aneval-noz eo al liñs hag ezhomm en deus eus un dachenn vras. En nevezamzer e par ha genel a ra etre unan ha pemp kolen.