Magic:The Gathering : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
 
 
* '''Tachenn''': produiñ a ra mana ur wech engouestlet. Tu 'zo c'hoari nemet unan bep tro. Un Deck a c'hell kaout n'eus forzh pegent a dachenn leur ha pevar skouerenn tachenn nann-leur heñvel.
 
* '''Krouadur''': servij a ra peurvuiaén da tagañ an enebour ha difenn he poentoù buhez. Ar c'hartennoù-se o deus ur galloud (ar gloazadegoù a c'hell ober, lakaet eo war well a gleiz d'an "/") hag un andur (ar gloazadegoù a c'hell kaout hep ma vefe distrujet, lakaet eo war well a zehou d'an "/"). Da skouer, ur c'hrouadur 4/3 a c'hell ober pevar gloazadenn ha ret eo dezhi kaout 3 gloazadenn evit ma vefe distrujet. Ar c'hrouadurioù a c'hell tagañ e-pad ar brantad stourm. Gellout a reont bezañ harpet gant c'hrouadurioù an enebour ha ma c'hell ket difenn koll a ra poentoù buhez hervez nerzh ar c'hrouadur.
 
* '''Achanterezh''': ur gartenn gant efedoù disheñvel a bad betek fin ar c'hrogad pe berek ma vefe distrujet. Gallout a ra un achanterezh bezañ liammet d'ur c'hrouadur, ha distrujet eo neuze gant ar c'hrouadur ma ne vez ket mui a boentoù-vuhez ganti.
 
* '''Berrbad''': ur gartenn gant efedoù disheñvel a c'hell bezañ c'hoariet n'eus forzh pegoulz e-pad ar c'hrogad.
 
* '''Lideg''': heñvel eget ar berrbad met c'hoariet 'vez anezhañ e-pad e zro.
 
* '''Artefakt''': ur gartenn an aliesañ hep liv (an artefakt a zo ar sord nemetañ hep kaout ul liv resis), peurvuiaén e vez skeudennet anezhañ a-stumm gant ur mekanik.
 
==Livioù an hudouriezh==
Sord ar c'hoari Magic a zo diazezet war 5 liv a zo skeudennet gant ar mana, pep liv en deus daou gevredad ha daou enebour.
 
* '''Gwenn''': Hudouriezh ar prader, an urzh, ar justis hag ar sklerijenn. Ar c'hrouadurioù a vez gwelet ar muiañ zo an aeled, ar varc'heien, ar soudarded, ar c'hloareien hag ar speredoù. Gounezet e vez poentoù buhez, distrujet e vez an achanterezh. Kevredet eo gant al liv glas an gwer hag he enebour a zo ruz ha du. Ar mana implijet zo an hini gwenn da lavaret eo ar plaenennoù.
 
* '''Glas''': Hudouriezh an anaoudegezh, an trucherezh. Ar c'hrouadurioù e vez kavet zo: strobinellerion, an ondin ha speredoù an dour hag an aer. Kartennoù a-enep an hudouriezh, pigoset 'vez muioc'h ha kemeret e vez krouadurioù an ennebour. kevredet eo gant al liv du ha gwenn hag e enebour a zo ruz ha gwer. Ar mana implijet a zo an hini glas, da lavaret eo an inizi.
 
* '''Ruz''': Hudouriezh an distruj, ar brezel, an drougerezh. Tu zo da gavout krouadurioù evel ar varbared, ar roñfled, ar gobelined, an erevent ha speredoù an tan hag an douar. Graet e vez gloazadegoù d'an enebour pe d'ar c'hrouadurioù, distrujet e vez mana. Ar mana implijet a zo an hini ruz, da lavaret eo ar menezioù. Kevredet eo gant al liv gwer ha du hag e enebour a zo gwenn ha glas.
 
* '''Du''': Huderezh ar marv, an teñvalder, ar vosenn hag ar c'hoantegezh. Ar c'hrouadurioù a vez gwelet an aliesañ a zo ar razhed, an anizhoù, an drouksperedoù, ar sunerion-wad hag ar c'horfoù-eskern. Graet e vez gloazadegoù d'an enebour ha deomp, distrujet e vez krouadurioù hag adlakaet e vezont er c'hoari, rediet e vez an enebour da lakaat kartennoù e-barzh e vered. Ar mana implijet a zo an hini du, da lavaret eo ar gwernioù. Kevredet eo gant al liv ruz ha glas, e enebour a zo gwer ha gwenn.
 
* '''Gwer''': Huderezh ar buhez, an natur, ar greskañs hag an anien. Ar c'hrouadurioù a gaver ar muiañ a zo loened, aveloù bras, den marc'h ha drouized. C'hoariet 'vez buan gant c'hrouadurioù bihan, en em diorroet 'vez evit, goude,c'hoari krouadurioù bras ha galloudus, gounezet e vez poentoù buhez, distrujet e vez artefakt hag achanterezh ha produet e vez kalz a vana. Ar mana implijet a zo an hini gwer, da lavaret koadoù. Kevredet eo gant al liv gwenn ha ruz hag he enebour a zo al liv glas ha du.
 
==Mont en-dro un dro e-pad ar c'hoari==