Thales Miletos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: mk:Талес од Милет
D Robot ouzhpennet: arz:تاليس; Kemm dister
Linenn 1:
[[imageSkeudenn:Thales.jpg|thumb|200px|Thales Miletos]]
 
'''Thales Miletos''' anvet '''Thales''' peurvuiañ (e [[gresianeg]] kozh Θαλής / ''Thalês''), a oa ur [[prederouriezh|prederour]] [[Ionia|ionian]] eus ar marevezh kent [[Sokrates]]. Ganet e oa bet e [[Miletos]] e-tro ar bloavezh [[-625|625]] ha marvet war-dro ar bloavezh [[-547|547 kent J.-K.]] Unan eus [[Seizh Fur]] [[Bro-C'hres]] a oa anezhañ ha krediñ a reer e oa bet savet [[Skol Miletos]] gantañ.
Sellet e vez ouzh Thales Miletos evel ouzh ar c'hentañ prederour, [[skiant]]our ha [[matematik]]our gresian hag ivez evel ar c'hentañ prederour eus ar [[C'hornôg]] <ref>Da skouer, [[Nietzsche]], '' ar Brederouriezh da vare trajediennoù ar C'hresianed''.</ref>.
 
== E vuhez ==
 
Diaes eo lec'hiañ anezhañ en amzer ma talc'her kont eus deiziad ar [[fallaenn heol]] a vije bet rakjedet gantañ <ref>hervez [[Herodotos]], I, 74.
:« Kiasare o goulennas en-dro. Goude e nac'hadenn e savas brezel etre an daou diern-se. E-pad pemp bloaz ma padas e veze alies gounidoù gant ar [[Meded|Veded]] hag al [[Lidia]]ned a-bep eil, hag ar c'hwec'hvet bloaz e oa bet ur seurt emgann diouzh an noz : rak, pa stagjont gant un [[emgann]], goude berzh ha diverzh kevatal evit an div gostezenn, ez eas an deiz da noz e-keit ha ma oa an div arme o stourm tal-ouzh-tal. Thales Miletos en devoa disklêriet ar c'hemm-se da Ioniz, hag en devoa lâret dezhe pegoulz er bloavezh e c'hoarvezje. Paouez a reas al Lidianed hag ar Veded d'en em gannañ pa weljont e oa bet kemeret lec'h an deiz gant an noz hag e oa bet warne muioc'h a vall a-se da sinañ ar [[peoc'h]]. Siennesis, [[roue]] [[Kilikia]] ha Labinetos, roue [[Babilon]], a oa bet kemeret da [[tredeog|dredeoged]] ; hastañ skoulmadenn an emglev o doa graet, ha kreñvaat a rejont anezhañ gant un [[eured]]. Evel ma soñjent ne veze ket padus an emglevioù hep ul liamm kreñv e alijont Aliattes da reiñ e verc'h Arienis da Astiages, mab Kiasare. Ar memes lidoù hag ar C'hresianed a vez miret gant ar broadoù-se ; met skejadennoù bihan a reont war o divvrec'h ouzhpenn hag e lipont ar gwad a ziver diouzh divrec'h an eil egile. »</ref>. Met lavaret a ra [[Diojenes Laertios]] e vije marvet da vare an 58-vet [[olimpiadenn]] ([[-548|548]]-[[-545|545 kent. J.-K.]]).
 
Anat eo e oa bet dreistkaeraet buhez Thales , ar pezh a anavezomp eus ar prederour-se, evel evit ar brederourien all eus ar marevezh kent Sokrates, a skoazell ac'hanomp dreist-holl da anavezout patrom boutin ar [[furnez|furien]] e [[Bro-C'hres]]. Diwar ar pezh a oa bet skrivet gant [[Herodotos]], e tanevell Diojenes e vefe Thales ur mab da Esamios, ur marc'hadour ha da Gleobuline<ref>I, 22 :
Linenn 14:
Pa oa savet Miletos gant ar C'hresianed e oa ul lodenn eus ar boblañs hag a oa a orin [[Karia|karian]]. Anv tad Thales zo savet war ur patrom karian.
 
War a skriv Diojenes Laertios (1.25-26) e oa daou istor diwar-benn buhez Thales. Hervez an hini kentañ e oa dimezet hag en doa bet ur [[mab]], Kibisthus pe G/Kibisthon, peotramant e advabas ur niz dezhañ a oa en anv-se. Hervez an eil istor ne zimezas nepred ha ma lâre e oa re yaouank da zimeziñ pa oa yaouank ha re ziwezhat da eurediñ pa oa erru war an oad.
 
Kregiñ a reas e vuhez evel marc'hadour ha goude e kemeras perzh er vuhez politikel.
Linenn 40:
 
 
[[ImageSkeudenn:Thales theorem 1.png|thumb|300px|Teorem Thales : DE/BC = AE/AC = AD/AB]]
 
 
Linenn 54:
[[Rummad:Matematikourien Bro C'hres]]
[[Rummad:Prederourien Hellaz Kozh]]
[[rummadRummad:Prederourien ar VIIvet kantved kt JK]]
[[rummadRummad:Prederourien ar VIvet kantved kt JK]]
 
{{Liamm PuB|fr}}
Linenn 62:
[[af:Thales van Miletus]]
[[ar:طاليس]]
[[arz:تاليس]]
[[ast:Tales de Mileto]]
[[az:Miletli Fales]]