Erich Honecker : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sr:Ерих Хонекер
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Liamm war-zu Moskov
Linenn 24:
'''Erich Honecker''' (25 a viz Eost 1912 - 29 a viz Mae 1994) a oa anezhañ ur politikour komunour alaman bet e penn [[Republik Demokratel Alamagn]] (pe 'Alamagn ar Reter') etre 1971 ha 1989. Goude ma oa bet adunvanet an Alamagn e tec'has betek an [[Unaniezh Soviedel]] met kaset e oa bet en-dro d'an Alamagn e-lec'h ma voe bac'het ha tamallet da vezañ kiriek da dreitouriezh ha torfedoù all kaset da-benn e-kerzh ar [[Brezel Yen]]. Laosket e voe da vont kuit eus an toull abalamour ma oa o vervel gant ar c'hrign-bev. Mervel a reas e [[Chile]] nebeut amzer war-lerc'h.
 
Ganet e oa bet Honecker e Neunkirchen er [[Saarland]] ([[Alamagn]]). Ezel ar Yaouankiz Komunour (''Jugendverband'') e oa abaoe 1926 o vont da ezel Strollad Komunour Alamagn (KPD) e 1929. Kaset e voe er bloaz-se da v[[MoskvaMoskov]] evit studial e Skol Etrebroadel Lenin. Distreiñ a reas da Alamagn e 1931 ha harzhet eno gant an [[Naziouriezh|nazieed]] e 1935. Barnet e voe e 1937 da dek vloaz toull-bac'h evit bezañ komunour ha menel a reas en toull betek diwezh an [[Eil Brezel Bed]].
 
Da diwezh ar brezel e krogas Honecker en-dro da lakaat e pleustr e gredennoù komunour dindan beli Sekretour Meur ar Strollad, [[Walter Ulbricht]]. E 1946 e oa Honecker etre izili gentañ Strollad Unvaniezh Sokialour Alamagn (SED), ennañ ar Strollad Komunour (KPD) hag ar sokial-demokratourion eus reter Alamagn. Goude ma eas ar maout gante er vouezhiadeg bet dalc'het e 1946 e teuas Honecker da vezañ dileuriad er breujoù ar vro. Ne badas ket gwall bell, neoazh, rak disklêriet e voe [[Republik Demokratel Alamagn]] d'ar 7 a viz Here 1949 en takad aloubet gant an [[Unaniezh Soviedel]], gantañ ur [[bonreizh|vonreizh]] nevez. Er sistem nevez-se, damheñvel ouzh hini e pleustr en [[Unaniezh Soviedel]], e oa anezhañ ezel-kannad Sekretouriad ar Poellgor Kreiz e 1950 o vont da ezel-leun e 1958.
Linenn 32:
Daoust d'ar strivoù bet graet gant [[Mikhail Gorbatchev]] evit digeriñ ar renad komunour en [[Unaniezh Soviedel]] goude 1985, e kendalc'he Honecker da chom feal ouzh al linenn bolitikel a-gent en ur nac'hañ adwelet ar renad. Met muioc'h mui a vroioù er [[Bloc'had Soviedel]] a grogas da sevel a-du gant politikerezh Gorbatchev ha pouezet e voe war Honecker d'ober kemend-all ivez. Dre ma kendalc'he da vont war an hent-se e voe rediet Honecker da reiñ e dilez gant izili ar Burev Politikel d'an 18 a viz Here 1989 o lakaat [[Egon Krenz]] en e blas.
 
Goude ma voe bet dismantret Republik Demokratel Alamagn ez-ofisiel e chomas Honecker en ur c'hlañvdi soviedel nepell diouzh Berlin a-raok tec'hel kuit da v[[MoskvaMoskov]]. Kaset e oa bet en-dro da [[Alamagn]] e 1992 pa'z eas an [[Unaniezh Soviedel]] da get.
 
Barnet e oa bet e 1993 met leusket e oa bet da vont kuit abalamour ma oa klañv. Mont a reas da [[Chile]] da chom ha mervel a reas gant ar c'hrign-bev en harlu e Santiago de Chile nebeudig war-lerc'h e miz Mae 1994.