Ludwik Zamenhof : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Liamm war-zu Moskov
Linenn 6:
El [[lise]] e oa c’hoazh, e [[Varsovia]], pa reas an taol-esae kentañ da grouiñ ur yezh etrebroadel, gant ur [[yezhadur]] eeun. Studiet en doa saozneg, alamaneg, galleg, latin ha gresianeg, ha soñjal a rae dezhañ e rankfe ur yezh etrebroadel kaout ur yezhadur a vefe eeun, gant forzhig rakgerioù ha lostgerioù evit gellout sevel gerioù nevez. E [[1878]] (naontek vloaz ne oa ken) e voe echuet gantañ e raktres kentañ, al ''Lingwe uniwersala'', a ginnigas d’e gamaraded, met en aner.
 
Goude ar skol eil derez e voe kaset gant e dad da skol-veur [[MoskvaMoskov]], da studiañ ar vezegiezh. Echuiñ a reas e studioù e Varsovia ha dont a reas er-maez eus ar skol-veur gant e [[diplom|ziplom]] mezeg e [[1885]]. Neuze e krogas da labourat evel lagadour. Met n’en doa ket disoñjet e raktres da sevel ur yezh etrebroadel. Studiet en doa [[Volapük]], ur yezh krouet gant [[Johann Martin Schleyer]], ha soñjet en doa e oa sioù gant ar yezh-se.
 
E-pad daou vloaz e tastumas arc’hant evit gellout embann ur skrid a zisplegfe pep tra diwar-benn ar yezh-se. Evel-se eo e reas anaoudegezh gant an hini a zeuas da vezañ e wreg. E [[1887]] e voe embannet gantañ, dindan an anv-pluenn ''Doktoro Esperanto'' ("an Doktor en deus spi"), ul levrig anvet ''Internacia Lingvo. Antaŭparolo kaj plena lernolibro'' ("Ar yezh etrebroadel. Rakskrid ha dornlevr klok"). Evit Zamenhof ne oa ket ar yezh-se un doare da gaout darempred gant tud all hepken, bez’ e oa ivez ur benveg evit astenn e vennozhioù diwar-benn an doareoù da lakaat ar pobloù disheñvel da genvevañ. E rusianeg e oa bet skrivet an dornlevr kentañ-se ; ennañ e oa reolennoù ar yezh nevez, displeget a-hed c’hwec’h pajennad, ur c’heriaoueg esperanteg-rusianeg hag an testennoù esperantek kentañ, evel pedenn ar Pater Noster. Adembannet e voe al levrig-se e yezhoù all war-lerc’h : e poloneg, en alamaneg, e galleg, e saozneg.