Kuzul Dispac'hel da C'hortoz Polonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Liamm war-zu Moskov
Linenn 2:
([[poloneg]]: ''Tymczasowy Komitet Rewolucyjny Polski'', diverret: ''Polrevkom''; [[ruseg]]: diverret Польревком) e miz Mezheven [[1920]] gant [[Rusia|Rusia Soviedel]] a-benn kouiñ '''Republik Sokial Soviedel (RSS) Polonia''' da heul.
Divizet e oa bet krouiñ ar ''Polrevkom'' d'an 23 a viz Mezheven [[1920]] e [[MoskvaMoskov]] gant "Burev Polonia" ar Volcheviked. Kemeret e oa bet an diviz-se e-kreiz ar berc'hioù graet d'ar mare-se gant an [[Arme Ruz]] er brezel etre an [[Unaniezh Soviedel]] ha Polonia o soñjal krouiñ ur veleztradurezh evit takadoù Polinia deuet dindan beli URSS. Disklêriet e oa bet neuze e oa "da c'hortoz" ar C'huzul Dispac'hel-se rak ur wezh ma vije bet trec'h da vat Soviediz e vije bet lakaet dindan beli [[Strollad Komunour Polonia|Strollad Komunour Labourerion Polonia]].
 
En em vodañ a reas ar ''Polrevkom'' evit ar wzh kentañ d'ar 24 a viz Mezheven e [[Smolensk]], ha staliet e oa bet sêz ar C'huzul eno en un tren gwarezet-mat hag a loc'has buan-ha-buan betek [[Minsk]] (d'ar 25 a viz Mezheven), war-lerc'h da [[Wilno]] (d'ar 27 a viz Mezheven) hag a-benn ar fin da v-[[Bialystok]] d'an 30 a viz Mezheven [[1920]]. Eno e oa bet staliet sêz ar C'huzul da vat hag embannet e oa bet un disklêriadur diwar-benn e balioù.