Gwengelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
D Robot kemmet: arz:ميثولوچيا; Kemm dister
Linenn 1:
Un danvez studi eo ar '''vitologiezh''' hag ivez an holl [[danevell]]où (pe istorioù) a zo bet savet e-barzh pep [[sevenadur]] lakaet da wir ha liammet gant ur sistem [[relijion|relijiel]] pe kredennoù. Lod a ra gant ar ger ''mojennelezh'', met gwelloc'h eo mirout ar ger-mañ evit treiñ ar galleg ''légendaire'' ha ''mitenn'' evit ''mythe'' hag ivez [[mojenn]] evit ''légende''.

==Petra eo ar vitologiezh?==
Dre vras, ar [[mitenn]]où a zo istorioù (lavaret e vez mojennoù pe [[kontadenn|gontadennoù]] ivez) deuet diwar an [[hengoun]] hag peurliesañ e tisplegont dindan livioù an ijin:
* [[Krouidigezh ar Bed]]
* Diazezidigezh ur [[Pobl|bobl]]
* Fenomennoù naturel
* Sevenidigezhioù dizispleg
* Pep tra n'heller ket displegañ diouzhtu
Met, an displegañ n'eo ket abeg an holl vitennoù. En darnvuiañ eus ar mitennoù ez eus kaoz eus ur c'halloudegezh dreistnatur pe eus un [[doue]], met meur a vojenn pe [[kontadenn|gontadenn]] tremenet a rummad da rummad a zo mitologel. Prouet eo bet gant ar [[Jakob ha Wilhelm Grimm|Vreudeur Grimm]] e oa posupl kavout ur vitenn e-barzh pep [[kontadenn-wrac'h]]. Koulskoude, n'eo ket ur vitenn ar vojenn hec'h-unan.

Ha n'eo ket ur vitenn
* un allegorienn filozofel
* ur gontadenn vodern pe savet gant un oberour
* ur [[fablenn]]
* ur [[parabolenn|barabolenn]]
* ur [[sorbienn]]
* un [[danevellgan]] savet en ur mare resis
ur [[faltazienn]] wirlivek pe flemmus

Da betra servij ar mitennoù evit an [[Den]]? Ur moien eo evit liammañ perzhioù sevenadurel ur [[meuriad]], ur [[keoded|geoded]] , ur [[broad|vroad]] gant gwirionezioù hollvedel. Hag a-wechoù e ra splann ar vitenn, en ur doare speredel, ar gwir evit ur poblad delc'her e diriadenn.

Kavet e vez neuzioù ha [[tudenn]]où mitologel en darnvuiañ eus ar relijionoù ha kazi pep relijion a ra dave d'ur vitologiezh. Tud zo a soñj ez eus mitologiezhoù eus ar relijionoù hag e lavaront evel-se ez int faos ha douetus.
D'an aliesañ e vez implijet an termen evit daveiñ da relijionoù ar [[kevredigezh|c'hevredigezhioù]] aet da get hag e vez kaoz eus ar [[mitologiezh C'hresian|vitologiezh c'hresian]], ar [[Mitologiezh roma|vitologiezh roman]] hag ar [[Mitologiezh Skandinavia|vitologiezh skandinaviat]] ha ne c'heller ket kavout feizad ebet dezho pe gazi.

Bez' ez eus tud ha ne welont ket ar [[pantheon]]où [[Relijion keltiek|keltiek]] ha skandinaviat evel mitologiezhoù, met tud all a ra relijionoù bev anezho, met n'eus kalz a draou gwirion e [[kredenn]]où ar feizidid a-vremañ. (Gwelet ivez : [[Nevez-paganiezh]]).

Ha gwir eo ne wel ket holl feiidid ar [[Yuzevegezh]], ar [[Kristeniezh|Gristeniezh]] hag an [[Islam]] danevelloù [[krouidigezh]] o relijion evel [[deskrivadur]] resis an [[darvoud]]où, met evel [[skeudennadur]] o c'hredennoù.

Dielfennet eo bet [[tudenn]]où ha temoù ar mitologiezhioù evel patromoù a gaver e meur a sevenadur ha meur a relijion. Kentpatromoù a vez graet anezho evit treiñ ar ger arkhetipos. Ar c'hentpatromoù a zo bet dielfennet gant al lennegourien hag ar [[bredelfennouriezh|vredelfennerien]] ([[Sigmund Freud]], [[Carl Gustav Jüng]]).

==Piv a zo e karg eus treuzkas ar vitologiezh?==
Gwechall-gozh, er mareoù ma oa bev ar relijionoù a zo kaoz anezho er mitennoù e oa karget da zibunañ anezho tud hag a oa o [[micher]] ober se. Pe tud gant [[anaoudegezh]]ioù relijiel ([[beleg|beleien]] c'hresian pe roman, [[drouiz|drouized]]ed er broioù keltiek, seurt [[chaman]]où e meur a vroioù). Koulskoude e weler n'eo ket ur reolenn evit ar [[barzh|varzhed]] [[Henc'hres]] evel [[Hesiodos]] (''Kosmogonia'') hag [[Homeros]] (''An [[Ilias]] hag an [[Odisseia]]''), ar varzhed heniwerzhonat, ar [[griot]]où afrikat.

D'an aliesañ, ar vitologiezh he deus bet ur stumm [[barzhoneg]]el, stumm ar barzhonegoù hir-kenañ da vezañ kanet hag eilet gant ar sonerezh. Met stumm ar c'hontadennoù e lavar plaen he deus bet ar vitologiezh e mareoù modern ha kempred ivez.

Linenn 36:
==Mitologiezh hervez ranbarzhioù ar Bed==
===Afrika===
* [[Mitologiezh Egipt]]

===Azia===
* Mitologiezh Japan
* Mitologiezh Sina

===Europa===
* [[Mitologiezh Henc'hres]]
* Mitologiezh iwerzhonat
* [[Mitologiezh c'herman]]
* [[Mitologiezh keltiek]]
* [[Mitologiezh roman]]
* [[Mitologiezh Skandinavia]]

==Ar [[kentpatrom|c'hentpatromoù]] mitologel==
* ar [[bed all]] pe ar [[bed isdouarel]] hag e annezidi
** [[ael]]
** [[boudig]]
** [[diaoul]]
** [[djinn]]
** [[doue]]
* [[douenn-heol]]
* [[doueenn-loar]]
* [[ifern]]
* [[inizi an eürusted]]
** [[korrigan]], korrig, kornandon
** [[psikopomp]]
* [[baskarin]]
* [[kentañ den]]
* [[maouez gentañ]]
* [[ramz]]
* [[strobinell]]er

==Liammoù diavaez==
* [http://www.pantheon.org/mythica.html Encyclopedia Mythica] Holloueziadur ar vitologiezh, folklor, mojennoù; doueoù, harozed ha loened mitologel.
* [http://www.godchecker.com Godchecker] Holloueziadur doueoù ar Bed gant 1.600 doue.
* [http://ericdigests.org/1996-4/mythic.htm] . ERIC Digest : Ar mitennoù hag ar c'hentpatromoù en Arzoù.

[[Rummad:Mitologiezh]]
Linenn 81:
[[an:Mitolochía]]
[[ar:ميثولوجيا]]
[[arz:ميثولوجياميثولوچيا]]
[[ast:Mitoloxía]]
[[az:Mifologiya]]