Maoris ar C'hollo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Resisadennig
Linenn 2:
 
== Red-buhez ==
Goude aran brezel[[Eil Brezel-bed]] e voe lakaet da [[kure|gure]] e [[parrez]] [[Skrigneg]], hini [[Yann-Vari Perrot]], a oa bet [[person]] eno. Diwar hengoun hemañ a-hend-all, e oa deuet Maoris ar C'hollo da vezañ ur broadelour eveltañ, en un amzer ha ne oa ket aes diskouez hag embann mennozioù a seurt-se ; dindan ur golo en doa goulennet digant [[Youenn Olier]] kas ar gelaouenn "An Avel" e [[1945]].
Lakaet da gure en [[Edern (kumun)|Edern]] ha [[Loperc'hed]] ez eas da berson [[Lambêr]], tost d'e barrez ginidik, [[Plouarzhel]].
Diaezet gant ar gizioù nevez a oa bet degaset el [[liderezh]] hag er baskouriezh da heul adreizhoù ar Goursened diwezhañ, [[Vatikan II]], er C'hwec'hkogn da vihanañ, ha diaezet ivez gant an disfiz a vaged en e eskopti ouzh ar v-[[broadelouriezh vrezhon]] a oa bet difennet gantañ a-hed e vuhez hag a-vihanik, koulz lavaret, evel ma plije dezhañ kontañ, en em dennet en doa e ti-retred ar veleion e Keraodren, e [[Brest]].