Impalaeriezh Voghol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Genidik e oa hendadoù tierniezh an impalaerien eus kreiz Azia. [[Babur]], un diskennad da [[Jengis Khan]], e voe an impalaer kentañ. E [[1526]] e voe trec'h Babur war [[sultan]] diwezhañ [[Sultanelezh Delhi]], [[Ibrahim Lodhi|Ibrahim Shah Lodi]], en emgann Panipat. War-lerc'h Babur e teuas e vab [[Humayun]] e [[1530]], hogen kollet e voe gant hennezh kalz eus an douaroù a oa bet aloubet gant e dad. Tizhet e voe he ment vrasañ gant an Impalaeriezh dindan ren mab Humayun, [[Akbar Veur]], a bignas war an tron e [[1556]]. War e lerc’h e voe e vab [[Jahangir]] ([[1605]]–[[1627]]) ha goude-se [[Shah Jahan]], a savas an [[Taj Mahal]] en [[Agra]], evel bez d’e wreg, [[Mumtaz Mahal]].
 
Goude marv [[Aurangzeb]] e [[1707]] e krogas diskar an Impalaeriezh, daoust ma padas ur c’hantved hanter c’hoazh. An impalaer diwezhañ, [[Bahadur Shah II]], ne chome mui nemet kêr [[Delhi]] en e zalc'h, e gwirionez, pa oa ar peurrest eus ar vro e dalc’h Breizh-Veur mui pe vui. Goude [[Emsavadeg ar Sipaied]] e [[1857]] e voe tennet e garg digant Bahadur Shah gant ar Saozon, hag harluet e voe diouzh e vro ha kaset da [[Birmania|Virmania]].
 
{{commonscat|Mughal Empire}}
 
[[Rummad:Istor India]]