Caligula : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ast:Calígula
D Robot ouzhpennet: el:Γάιος Καλιγούλας; Kemm dister
Linenn 1:
Trede [[impalaeriezh roman|impalaer]] Roma e oa '''Caligula''', lesanv '''Caius Caesar Germanicus''', gourniz hag advab an impalaer [[Tiberius]]. Ren a reas war-lerc'h e dad eus [[37]] da [[41]]. Ganet e oa bet er bloavezh [[12]] en ''Antium'' ([[Anzio]] en [[Italia]] hiziv) ha marvet e 41 e [[Roma]]. Treiñ [[follentez|foll]] a reas e kreiz e garg. Pa grede e oa doue e urzhias ma vije kondaonet d'ar marv meur a zen a-raok bezañ muntret gant [[gwarded ar pretordi]].

== A-raok mont da impalaer ==
Mab e oa Caligula da [[Germanicus]] ha da [[Agrippina an Henañ]], hag int kendirvi-vihan. Tremen a reas e vugaleaj er kampoù al [[lejion]]où e [[Germania]] pa oa e dad o wareziñ harzoù an impalaeriezh. Setu penaos e tapas al [[lesanv]] ''Caligula'' (eus al latin ''Caliga'' = botoù ar soudarded, Caligula = botoù bihan, ar re douget gantañ).

Bevañ a reas gant e vamm, Antonia hag e palez Tiberius en Enez-[[Capri]] pa oa 19 vloaz. Taer e oa e dro-spered pa gemere plijadur oc'h arvestiñ ouzh boureviadenn ar re gondaonet. Mont a rae da verc'heta koulz ha da baotreta ha pijout a rae dezhañ kenañ sevel war al leurennoù da c'hoari ha da zañsal.

Er bloaz [[33]] e timezas gant ''Junia Claudilla Silana''. Da [[augur]] ha da veleg-meur Roma (''pontifex maximus'') ez eas da c'houde. Dre hanterouriezh gwreg [[Makro]], prefed ar [[pretordi]], e reas un [[emglev]] gantañ ha marteze en deus harpet Kaligula soudarded Makro evit muntrañ Tiber.

== An impalaer frankizour ==
Pa varvas [[Tiber]] e [[37]] e oa degemeret mat e warlerc'hiad, mab da [[Germanicus]] a oa bet [[haroz]] ar bobl. Douget gant al levenez e tivizas ar Sened ez afe Kaligula da impalaer dre ziverkañ mellad testamant Tiber a roe d'e c'hourniz all Tiberius, ar genhêrezh. Tomm e chomas ar bobl ouzh e impalaer yaouank pa reas enorioù d'e vamm ha d'e dad, d'e genderv, d'e [[eontr]], [[Klaod Iañ (impalaer)|Glaoda]] ha d'e c'hoarezed. Nullañ a reas kondaonidigezhioù, klask a reas gwellaat ar justis ha lemel a reas tailhoù. Pediñ a reas ar senedourien hag ar [[marc'heger (henroma)|varc'hegerien]] da bredoù bras ha aozañ a reas c'hoarioù er [[sirk]] gant [[gladiator]]ed ha c'hoarerien.

== Follentez ha krizded ==
[[ImageSkeudenn:Gaius Caligula Head.jpg|thumb|left|Caligula, penn ha bruched [[Iañ kantved]].]]
Hervez an holl testenioù deuet betek ennomp, e oa foll Caligula. N'eus nemet [[Plinius Kozh]] ha ne lar ger a se. N'ouzer ket avat pe ret eo kompren se evel ur skeudenn pe gwir eo e oa foll hervez ster ar medisinerezh. Ha diaes eo digejañ ar fedoù gwirion eus ar vojenn.
Sur eo e kemmas e demz-spered a-daol-trumm, marteze diwar ur [[kleñved|c'hleñved]], hag e reas traoù a c'hall lakaat da grediñ en e follentez. Evit kadarnaat an impalaeriezh en doa krouet [[Aogust]] kehelerezh awen an impalaer (Genius Augusti). Desavet gant servijerien egiptat (gourmab bihan e oa da [[Mark Anton]], pried ar rouanez egiptat [[Kleopatra]]) e krede Kaligula e doue an [[Heol]] hag e lavare bezañ e enkorfadur. Ar re na blegent ket diouzhtu dirak e [[doueelezh]] a veze kaset d'ar marv. Kas a reas d'ar marv e genderv, Tiberius, e dad-kaer, e genderv all, [[Ptolemaus]] ha miliadoù a dud. Goulenn a rae ma vije lazhet an dud ar goustadikañ ar gwellañ. Lavaret a rae alies : ''Oderint, dum metuant'' (Ra vagint kasoni gant m'o do aon dirazon).
=== Medisinerezh ===
Klasket ez eus bet displegañ e oberoù drema oa foll ha kavout abeg e follentez: droug-empenn, drougsant, pe [[meningitis]]. Hervez [[Philo Alexandria]], [[Josephus]] ha [[Seneca]] e oa aet foll Caligula abalamour d'ar vuhez a rene.<ref name="josephus-antiquities-18-7-2" /><ref>Philo Alexandria, ''On the Embassy to Gaius'' XIII</ref><ref>Seneca the Younger, ''On the Firmness of the Wise Person'' XVIII.1; Seneca the Younger, ''On Anger'' I.xx.8</ref> Hervez Seneca e krogas da vout lorc'hus, tagnous, hek, rok, pa voe lakaetda impalaer, ha g implij a ra e oberoù da genteliañ e lennerien .<ref>Seneca the Younger, ''On the Firmness of the Wise Person'' XVII-XVIII; Seneca the Younger, ''On Anger'' I.xx.8</ref> Josephus a skiv eo ar galloud a reas dezhañ krediñ eoa doue.<ref name="josephus-antiquities-18-7-2" />

== Muntr an impalaer diroll ==
E-touez prefeded ar [[pretordi]] hag ar [[frankiziad|frankizidi]] uhelañ e oa savet un [[irienn]] evit lazhañ un den ken dañjerus evit ar re a laboure gantañ. Goulenn a reas Cassius Cherea, pennmilour ur bagad eus ar pretordi, enor an obererezh hag e tic'houzougas e vestr en e balez e Roma (Meurzh [[41]]).

== Sellet ivez ouzh ==
* [[Impalaeriezh roman]]
* [[Roll an impalaerien roman]]

{{Impalaer roman |
Tierniezh = [[Tierniezh Jul-ha-Klaod]] |
A-raok=Tiberius
([[14]] - [[37]]) |
Bremañ='''Caligula'''
([[37]] - [[41]]) |
Goude=[[Claudius Iañ (impalaer)]]
[[41]]-[[54]]

Linenn 60:
[[da:Caligula]]
[[de:Caligula]]
[[el:Γάιος Καλιγούλας]]
[[en:Caligula]]
[[eo:Kaligulo]]