Gounezerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ext:Agricurtura; Kemm dister
Linenn 1:
[[Rummad:Teknikoù ha skiantoù da dalvezout]]

{{LabourAChom}}

Linenn 7 ⟶ 5:
[[Skeudenn:Claas-lexion-570-1.jpg|thumb|250px|right|... ha labourat an douar gant mekanikoù.]]

== Gerdarzh ==
Dont a ra ar ger eus ar verb ''gounit'', a vez implijet amañ en ur [[ster]] strishoc'h pa vez kaoz eus tennañ frouezh eus an douar. Kenster eo gant ''labour-douar'', a zo diaesoc'h sevel deveradoù diwarnañ. Gwelet ivez ar pennad [[Istor ar gounezerezh]].

== An dud ==
[[gounideg|Gounideien]] ha [[kouer]]ien a vez graet eus an dud a ra war-dro ar gounezerezh, met anvet e vezont labourerien-douar ivez. Statudoù a bep seurt o deus bet hag o deus bremañ. Ur roll a-bouez o deus bet en istor ar [[Bed]] abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh e [[Oadvezh ar Maen nevez]] (pe Neolitik), seizh mil bloaz'zo d'an nebeutañ.
Ral eo bet ar mareoù hag ar [[kevredigezh|gevredigezhioù]] o deus anavezet gounideien frank ha perc'henned war o douaroù hag o doareoù produiñ. [[Sklav]]ed int bet e-leizh en [[Henamzer]], [[serv]]ed e derou ar [[Krennamzer|Grennamzer]] en [[Europa]] ar [[Kornôg|C'hornôg]] ha betek 1861 e [[Rusia]], [[feurmer]]ien int d'an aliesañ (da lavaret eo e paeont ur [[feurm]] d'un den bennak). E meur a gevredigezh kozh hag en nebeut a gevredigezhioù a-vremañ n'eo ket perc'hennet an douaroù gant an dud, met gant kumuniezh ar gêriadenn ([[kumunouriezh ar gounezerezh]]). Alies e vez(e) dasparzhet bep bloaz lodennoù an douar da vezañ labouret warno gant pep [[familh]].

== An danvezioù gounezet ==
[[Skeudenn:Rice Field.jpg|thumb|250px|right|Plantañ [[riz]] gant an dorn, e [[Bangladesh]].]]
A-viskoazh eo bet pal pennañ ar gounezerezh produiñ [[boued]] evit an dud hag o [[loen]]ed hag alies e vez merzet ne vije ket eus an [[Denelezh]] ma ne vije ket ar c'hounideien evit reiñ he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danvezioù diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur a [[loen]] bezañ doñvaet evit tennañ boued diouto pe war-eeun o tebriñ anezho pe dieeun en ur dennañ o [[laezh]] pe o [[vi|vioù]] pe o [[mel]]. Da-c'houde eo bet ijinet gounit [[plant]] evit o bouetañ e-lec'h lezel anezho da zebriñ plantoù gouez.
Ar [[mager-loened|vagerien-loened]] a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar.
E mareoù an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produiñ danvezioù ha n'int ket evit bezañ debret pe evet ([[gwiad]], [[livadenn]], danvezioù sevel-tiez (ar [[feltr]] evit sevel lochennoù), danvezioù [[kimiezh|kimiek]], [[trelosk]]). Atav ivez ez eus bet klasket gounit [[louzoù]] mat evit pareañ [[kleñved|kleñvedoù]] goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez.

== Meur a seurt gounezerezh ==
Renket eo er gounezerezh un obererezh kozh-tre, ar [[gwenanerezh]] (sevel ar [[gwenan]]) evit tennann o [[mel]] hag un obererezh nebeut kozh, ar [[magerezh- pesked|vagerezh-pesked]] (en dourioù dous) hag un obererezh nevez a-walc'h, ar [[gounezerezh-mor]] (nevez evit magañ ar pesked, met kozh evit gounit ar [[krogenn|c'hregin]]).

A-gozh eo bet klasket lakaat ar c'hoadeier da broduiñ [[prenn]], koad-losk, glaou-koad ha [[gouzer]]. Ar [[koadgounezerezh|c'hoadgounezerezh]] eo.

=== An [[ed]] ([[geoteg]]où eo an holl nemet ar gwinizh-du) ===
* [[gwinizh]]
* [[gwinizh-du]]
* [[heiz]]
* [[kerc'h]]
* [[mil (ed)]]
* [[riz]]
* [[segal]]
* [[yell]]

=== An danvezioù graet gant ed ===
* [[bara]]
* [[galetenn]]
* [[gwispid]]
* [[krampouezh]]

=== Ar c'hig hag produioù diwar al loen ===
Al loened-kig eo al loened maget evit tennañ o c'hig diouto
* [[askorn|eskern]]
* [[kig-bevin]]
* kig [[dañvad]] (kig deñved)
* Kig-gouez
* kig leue
* kig [[marc'h]]
* kig [[moc'h]]
* kig [pesk]]
* kig yar (kig yer)
* [[kregin]]
* [[vi]]
=== Al laezhajoù ===
* [[amanenn]]
* [[dienn]] (dienn skorn)
* [[fourmaj]] pe g/keuz
* [[laezh]]
* laezh-bihan pe laezh-glas
* [[laezh-ribod]]
* laezh-trenk
* [[yaourt]]

=== Ar [[frouezh]] hag an danvezioù tennet diwarno ===
* [[alamandez]] (kraoñv dimezell)
* [[arachid]]
* [[aval]]
* aval-anana
* aval kiwi
* aval klementin
* [[aval-stoub]]
* [[bananez]]
* [[datez]]
* [[eoul]]
* [[fiez]]
* [[gouraval]] (pomelo)
* [[greunaval]] (greunadez)
* [[hog]]
* [[kafe]]
* [[kakao]] ([[chokolad]] a vez tennet dioutañ)
* kastilhez
* kastilhez-du
* [[kerez]]
* [[koulourdrenn]]
* koulourdrenn-voc'h
* [[kourjetez]]
* [[kraoñv]]
* [[kraoñv-Indez]]
* [[litchi]]
* [[lus]]
* [[mandarin]]
* [[mouar]]
* [[olivez]]
* [[oranjez]] pe [[aouraval]] (an aouravaloù : anv hollek evit ar frouezh nes : oranjez, sitron, pomelo)
* [[mangez]]
* [[pechez]]
* [[per]]
* [[rezin]]
* [[sitron]]
* [[sitrouillez]]
* [[sivi]]
* [[spezad]]
* [[tomatez]]

=== Ar bleunioù hag an danvezioù tennet diwarno ===

* bokedoù bleunioù
* frondoù
* [[houpez]]
* likorioù-bleunioù

=== Al [[legumaj]] hag ar gwrizioù ===
* [[ach]]
* asperjez
* [[avaloù-douar]] pe pato pe patatez
* [[beler]]
* [[beterabez]] ([[sukr]] a vez tennet diouzh ar beterabez-sukr)
* [[chalotez]]
* [[fav-glas]]
* [[kaol]]
* [[karotez]]
* [[ognon]]
* [[pinochez]]
* [[piz-bihan]]
* [[saladenn]]

=== An danvezioù evit ar gwiad hag an [[dilhad]] ===
* [[foulinenn]] (diwar [[kreoñ]] loened zo)
* [[gloan]]
* [[jut]]
* [[kanab]] (kouarc'h)
* [[kotoñs]]
* [[lin]]
* [[seiz]]

== An danvezioù diwar delioù ==
* [[butun]]
* [[mate]]
* [[te]]

== Ar [[spis (temz)|spisspiso]]ù ==
* [[jenofl]]
* [[koriandrez]]
* [[koumin]]
* [[kukurma]]
* [[pebr]]
* [[safran]]

== An [[alkool]]ioù hag an [[died alkoolek|diedoù alkoolek]] ==
* [[alkool]]
* [[bier]], [[korev]]
* [[chistr]]
* [[chouchenn]], [[mez]]
* [[gwin]]
* [[rom]]
* [[vodka]]
* [[wiski]]

=== A bep seurt ===
* [[kaoutchoug]]
* [[korz-sukr]]
* [[livadenn]]
* [[mel]]
* [[prenn]]
* [[rousin]]
* [[toaz-paper]]
* [[trelosk]]

== An teknikoù ==
* [[dry farming]]
* [[gounezerezh askoridik]]
* gounidigezh dre zevadur
* trevad kenstroll

[[Rummad:Teknikoù ha skiantoù da dalvezout]]

[[af:Landbou]]
Linenn 197:
[[et:Põllumajandus]]
[[eu:Nekazaritza]]
[[ext:Agricurtura]]
[[fa:کشاورزی]]
[[fi:Maatalous]]