Abel Tasman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: war:Abel Tasman
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Abel Janszoon Tasman''' (ganet e [[1603]] ha marvet d’an [[10 Here|10 a viz Here]] [[1659]]), a oa ur [[moraer]] hag un [[ergerzher]] genidik eus an [[Izelvroioù]].
 
Ganet e oa bet e [[1603]] e Lutjegast, ur geriadenngêriadenn eus proviñs [[Groningen (proviñs)|Groningen]]. Anavezet eo dreist-holl evit div veaj en doa graet e [[1642]] hag e [[1644]], e servij ar VOC ([[Kompagnunezh Izelvroat Indez ar Reter]]). Eñ eo an Europad kentañ a dizhas inizi [[Tasmania]] (anvet en amzer-hont ''Douar Van Diemen'') ha [[Zeland-Nevez]] hag an hini kentañ ivez o welout an inizi [[Fiji]], e [[1643]]. Sevel a reas kartennoù eus meur a gorn eus [[Aostralia]].
 
E bal a oa anavezout gwelloc’h ar vro anvet da neuze ''[[Holland Nevez]]'' (hag anvet bremañ [[Aostralia]]) a oa bet nevez-dizoloet an aodoù anezhi gant tud eus an Izelvroioù, ha kavout daoust hag ul lodenn e oa an douar-se eus an ''Terra Australis'' a vije bet e penn traoñ ar voul-douar. Spi he doa ar gompagnunezh VOC e vije bet kavet gantañ ur c’hevandir nevez he dije gellet ober kenwerzh gantañ.
 
Evit e veaj kentañ (e [[1642]] ha [[1643]]) e lakaas Tasman da ouel eus [[Jakarta]] (a oa anvet ''Batavia'' en amzer-se), gant daou lestr bihan, an ''Heemskerck'' hag ar ''Zeehaen'', treiñ penn da enez [[Maoris]], un enezenn anavezet gant Izelvroiz, hag alese mont war-zu ar reter, war morioù dianav dezho. C’hwitañ a reas douar-bras Aostralia, ha tremen er su dezhañ, met dizoleiñ a reas evel-se un enezenn vras d’ar [[24 Du|24 a viz Du]] [[1642]]. Anvet e voe an douar-se gantañ ''Anthoonij van Diemenslandt'' (''Douar Van Diemen'', diwar anv unan eus renerien ar VOC). Diwezhatoc’h e voe advadezet ''Tasmania'' gant Breizhveuriz, diwar anv Abel Tasman. Goude bezañ ergerzhet an enezenn ez eas pelloc’h c’hoazh war-zu ar reter hag en em gavout a reas e [[Zeland-Nevez]], a voe badezet gantañ ''Staten Landt'', gant ar soñj e oa stag ouzh un enezenn gant an hevelep anv e penn pellañ [[Suamerika]] ([[Isla de los Estados]], ''enez ar Stadoù''). Heuliañ a reas an douar-se, a-hed aod ar c’hornaoueg war-zu an norzh. Teurel a reas eor e norzh enez ar Su (en ur bae anvet [[Golden Bay]] hiziv) hag eno e voe lazhet pevar eus e vartoloded gant [[Maoried]]. Derc’hel a reas da vont pelloc’h war vor hag en em gavout e [[Strizh-mor Cook]] met soñjal a reas e oa en em gavet en ur vorlenn. Mont a reas war-zu porzh Batavia goude-se, o soñjal en doa kavet un douar, ar ''Staten Landt'', a oa un tamm eus an ''Terra Australis''. War e hent distro e kavas enezeg [[Tonga]], d’an [[21 Genver|21 a viz Genver]] [[1643]].