Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
o treiñ…
o treiñ…
Linenn 82:
E [[2000]] e teu er-maes ur bladenn nevez anvet ''Irvi''. Kontañ a ra ar c'han ''Irvi'', war ar bladenn-mañ, istor ur paotr eus [[Pornaleg-Leskonil|Leskon]] a garfe bezañ interret en un erv evit bezañ beilhet gant an natur. Kavet e vez an arouez-mañ eus ul liamm etre daou ved, etre ar vuhez hag ar marv, e ''Daouzek huñvre'' : er c'han-se ez a ''seizh spered koll gant gwiskoù kig […] a-rigenn gant an erv''.
 
An holl gomzioù a zo skrivet gant Denez Prigent, evel re ''Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour'', nemet re ''E ti Eliz Iza'', war ar bladenn vonus. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù a zo savet gantañ ivez, a vesk benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Ne glever ket ar re-se kerkoulz hag en a-raokaraok ; neuze e seblant ''Irvi'' nebeutoc'h ''jungle'' ha muioc'h [[new age]]<ref name=legoff>{{fr}} Sylvie Hamon, Stéphane Fougère, Didier Le Goff, [http://rythmes-croises.org/ethnotempos/chroniques/denez_prigent.htm Denez Prigent], Ethnotempos</ref>. E touesk ar sonerien e vez kavet ar jazzman [[Louis Sclavis]], ar soner rebed [[Valentin Clastrier]], hag ar soner [[uilleann pipes]] [[Davy Spillane]].
 
Evit ar wech kentañ e klever komzioù e galleg en ur bladenn Denez Prigent. Lavaret int gant [[Bertrand Cantat]] e ''Daouzek huñvre'', ur c'han a ro soñj eus an daouzek rann a vez kavet e-barzh ''Ar rannoù''. Kanañ a ra ivez [[Lisa Gerrard]], kanerez [[Dead Can Dance]], er c'han ''Gortoz a ran'', dibabet gant [[Ridley Scott]] evit arvest diwezhañ e film [[Black Hawk Down]].
 
Senniñ a ra ar [[bagad Kemper]] da heul Denez Prigent war ''E trouz ar gêr'' hag ''Ar sonerien du'', ur gwerz diwar-benn mojenn ur soner biniou hag un talabarder tapet gant an archourien, a glaske laeron. Krouget eo bet an daou hag interret e [[Pont-'n-Abad]], araok ma voent kavet digablus. Hiziv e vez o bezh ur lec'h perc'herinded<ref>Strollad aozerien, ''La musique bretonne : Histoire des sonneurs de tradition'', Le Chasse-Marée, Douarnenez, 3 Meurzh 2003, 511 p. {{ISBN|978-2903708672}}</ref>.
E istor Denez Prigent e kroug an archerien ar sonerien evit ne rankint ket lavarout o deus laosket al laeron terc'hel. Kontañ a ra ma roe an dud speredet-mat eus ar mare-se ur brud fall d'ar sonerezh fest.
 
== Pladennoù ==