Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
o treiñ…
Linenn 86:
Evit ar wech kentañ e klever komzioù e galleg en ur bladenn Denez Prigent. Lavaret int gant [[Bertrand Cantat]] e ''Daouzek huñvre'', ur c'han a ro soñj eus an daouzek rann a vez kavet e-barzh ''Ar rannoù''. Kanañ a ra ivez [[Lisa Gerrard]], kanerez [[Dead Can Dance]], er c'han ''Gortoz a ran'', dibabet gant [[Ridley Scott]] evit arvest diwezhañ e film [[Black Hawk Down]].
 
Senniñ a ra ar [[bagad Kemper]] da heul Denez Prigent war ''E trouz ar gêr'' hag ''Ar sonerien du'', ur gwerz diwar-benn mojenn ur soner biniou hag un talabarder tapet gant an archourien, a glaske laeron. Krouget eo bet an daou hag interret e [[Pont-'n-Abad]], araok ma voent kavet digablus. Hiziv e vez o bezh ur lec'h perc'herinded<ref>{{fr}} Strollad aozerien, ''La musique bretonne : Histoire des sonneurs de tradition'', Le Chasse-Marée, Douarnenez, 3 Meurzh 2003, 511 p. {{ISBN|978-2903708672}}</ref>.
E istor Denez Prigent e kroug an archerien ar sonerien evit ne rankint ket lavarout o deus laosket al laeron terc'hel. Kontañ a ra ma roe an dud speredet-mat eus ar mare-se ur brud fall d'ar sonerezh fest.