Vandaled : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: mwl:Bándalos kemmet: ru:Вандалы
D Robot kemmet: arz:ڤاندال; Kemm dister
Linenn 1:
[[Rummad:Istor ar Maghrib]]
[[Rummad:Henroma]]
[[Rummad:Germaned]]
 
Ur [[Germaned|bobl c’herman]] eus ar reter e oa ar '''Vandaled'''. Bevañ a raent da gentañ war ribloù ar [[Mor Baltel]]. Goude bezañ bet o tremen e [[Galia]], [[Iberia]], hag en inizi ar [[Mor Kreizdouar]], e rejont o annez en Hanternoz [[Afrika]] ha sevel ur rouantelezh eno, « [[Rouantelezh vandal Afrika]] » pe « rouantelezh Kartada » ([[439]]–[[533]]).
 
== Orin ar Vandaled ==
 
[[ImageSkeudenn:Germanen 50 n. Chr.png|right|thumb|250px|Ar pobloù germanek war-dro 50]]
Bevañ a rae ar Vandaled da gentañ war ribl su ar [[Mor Baltel]], er pezh a zo bremañ [[Polonia]] hag [[Alamagn]] Kar e oant moarvat d’ar [[Goted|C’hoted]].
Marteze e oa anezho meur a bobl evit gwir, kar an eil d’eben, pobloù a oa diforc’het en amzerioù koshañ (hervez [[Plinius an Henañ]]) hag a voe graet anezho holl a-gevret, diwezhatoc’h, ar ''Vandaled'' (adalek an eil kantved). Unan eus ar pobloù-se a veze graet ''siling'' anezho hag alese moarvat e teu anv [[Silezia]].
Linenn 15 ⟶ 11:
E [[271]] e voe trec’h an impalaer roman [[Aurelianus]] war ar C’hoted hag ar Vandaled, war ribloù an Danav. Emglev a reas an impalaer gant ar Vandaled evit ma teuje 2000 marc’heg vandal evel skoazellerien d’al legionoù roman. Em en staliañ a reas strolladoù Vandaled en Impalaeriezh neuze, e [[Pannonia]], p’o doa aotre d’ober o annez eno en eskemm ouzh servijout el legionoù roman. Unan eus jeneraled diwezhañ an impalaeriezh, Flavius Stiliccho, a oa a orin vandal.
 
== Treuztiriadegoù ar C’hermaned ([[406]]–[[439]]) ==
 
Gant an [[Huned]] o vont war-raok, e deroù ar [[Vvet kantved]], e voe kaset ar Vandaled kuit eus o douaroù. A-gevret gant ar [[Suebed]] hag an [[Alaned]], ez ejont war-zu ar c’hornôg, war-zu lodenn uhelañ ar stêr [[Roen]]. Eno e voe ret dezho chom a-sav ur pennad e-harz al ''limes'' roman (linennoù difenn an Impalaeriezh). Hervez ar vojenn e voe treuzet ganto ar stêr Roen skornet e-pad nozvezh an 31 a viz Kerzu [[406]] (e gwirionez e voent meur a zevezh o treuziñ ar stêr hag al ''limes''). Aloubet e voe [[Galia]] ganto. Eno o devoe bec’h gant ar Romaned hag o skoazellerien [[Franked]] ha [[Germaned]] all a oa e servij an Impalaeriezh. Met lakaet e voe ar vro en arigrap ganto. Ne chomjont ket gwall bell avat ha mont a rejont pelloc’h, gant ar [[Suebed]] hag an [[Alaned]] atav. E [[409]] ez errujont en [[Hispania]].
 
=== E Spagn ([[409]]–[[429]]) ===
Erruout a rejont en [[Hispania]] e dibenn ar bloavezh [[409]] hag en em staliañ e kornioù zo, gant an [[Alaned]] hag ar [[Suebed]]. Flastret e voent gant ar [[Wizigoted]], kaset gant an Impalaeriezh roman evit adlakaat an urzh da ren. Trec’het e voe ar [[Suebed]] meur a wech ha rankout a rejont chom e gwalarn el ledenez. An [[Alaned]], na oant ket gwall niverus, ne chomas ket kalz a dra anezho. Hag ar [[Vandaled]] (''silling'' hag ''hasding'') a gavas repu er c’hreisteiz a voe preizhet ganto e-pad meur a vloaz, er pezh a veze anvet [[Hispania Baetica]] gant ar Romaned. Diwezhatoc’h e voe graet [[Andalouzia]] eus ar rannvro-se eus Spagn, diwar anv ar Vandaled moarvat.
 
Linenn 26 ⟶ 22:
D’ar mare-se eo ivez e teuas ar Vandaled, pe ul lodenn vat anezho, da vezañ kristenien, eus kredenn [[Arius]] (dindan levezon ar Wizigoted marteze).
 
=== En Afrika ([[429]]-[[439]]) ===
E [[428]] e teuas [[Genserig]] (pe ''Geiserig'') da vezañ roue war ar Vandaled hag ar re a chome eus an Alaned. E deroù [[429]] e tivizas Genserig treuziñ ar mor ha mont da hanternoz [[Afrika]] da biaouañ an douaroù mat a oa eno hag a oa e dalc’h an [[Impalaeriezh roman]]. Evit se e voe savet ur bern listri gant ar Vandaled ha treuzet e voe [[strizh-mor Jibraltar]] gant miliadoù a dud (war-dro 80 000 anezho) a erruas war aod hanternoz Maroko bremañ.
 
Linenn 33 ⟶ 29:
Da neuze e oa an darn vrasañ eus hanternoz Afrika etre daouarn ar Vandaled : etre o c’hrabanoù e oa an douaroù gant o zrevadoù edeier ha mistri e oant war ar c’henwerzh war vor e kornôg ar [[Mor Kreizdouar]].
 
== Rouantelezh vandal Afrika ([[429]]–[[533]]) ==
 
Genserig a savas neuze Rouantelezh ar Vandaled hag an Alaned (lesanvet e veze ''Rex Wandalorum et Alanorum'' e latin), ur stad c’halloudus anezhi. Aloubet e voe ganto [[Sikilia]], [[Sardigna]], [[Korsika]] hag an [[Balearez|Inizi Balearez]]. Taget e voe [[Roma]] gant ar Vandaled e [[455]], ha lakaet ar skrap eno e-pad pemzektez e miz Mezheven eus ar bloavezh-se. Goude-se e tistrojont da Afrika gant sammoù aour hag arc'hant.
Linenn 50 ⟶ 46:
Dont a reas Norzh Afrika da vezañ ur broviñs roman en-dro. Ar Vandaled a chome bev a voe start o buhez : ur c’halz anezho a voe harluet, lod all a voe graet sklaved anezho, re all c’hoazh a voe enluet en arme an [[Impaleriezh vizantat]].
 
== Hêrezh ha brud ar Vandaled ==
Dister eo ar roudoù a zo chomet eus ar Vandaled ha n’eus ket bet kavet kalz traoù war o lerc’h e Norzhafrika gant an arkeologourien.
Ur merk anezho a c’hellfe bezañ en anv [[Andalouzia]], ur ger deuet eus an [[arabeg]] ''al-andalus'', deveret e-unan moarvat eus ar bennrann ''Vandal''.
Linenn 58 ⟶ 54:
Moarvat n’o deus ket dellezet ar vrud-se muioc’h eget ar pobloù german all. Met c’hwezhet eo bet o zaolioù skrap gant an dud a iliz eus Norzhafrika, p’o deus kontet an darvoudoù-se dre skrid.
 
== Gwelit ivez ==
[[vandaleg]]
 
[[Rummad:Istor ar Maghrib]]
[[Rummad:Henroma]]
[[Rummad:Germaned]]
 
[[af:Vandale]]
[[als:Wandalen]]
[[ar:فاندال]]
[[arz:فاندالڤاندال]]
[[be:Вандалы]]
[[bg:Вандали]]