Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
liester, hervez Favereau : komz → komzoù, kan → kanioù
Linenn 30:
 
E 1991 e ro Denez e zilez eus e bost kelenner evit mont da ganer a-vicher<ref name=charrues />.
En ur zastum komzoù kanoùkanioù hengounel e ra anaoudegezh gant Eugénie Ebrel, unan eus [[ar c'hoarezed Goadeg]], a ro dezhañ komzoù ''Ti Eliz Iza''. Divizout a ra he merc'h, [[Louise Ebrel]], mont da ganañ gantañ war al leurenn.<ref name=bio-mondomix />.
 
E 1992 eo pedet d'an [[Transmusicales]] e Roazhon. Kanañ a ra e-unan, a cappella, dirak tud na ouzont netra diwar-benn ar c'han e brezhoneg, ha daoust da se e ra berzh<ref name=bio-mondomix />. War-lerc'h e lak harp ouzh e berzh er strollad ''Daouarn'', en doa kanet e festoù-noz gantañ. Kanañ a ra e meur a abadenn : gouel Jazz [[Montreux]], [[Francofolies]], [[Midem]], [[Printemps de Bourges]], Coup de cœur francophone ([[Kebek]]), gouel ''Mittel Europa'', gouel ''Celtic Connexion'' ([[Bro-Skos]]), [[Expo '98]] ([[Portugal]]), ''Eisteddfod'' ([[Kembre]]), hag all.
Linenn 51:
Diwar ali e wreg e ya Denez d'ar [[rave party]] kentañ aozet e Roazhon, e 1993, daoust ma oa dezhañ rakvarnioù fall<ref name=ethnotempos />. Eno e tizolo ur sonerezh, evel hini Breizh, a ya war-dro an dañs, hag a ra gant ul lusk ha notennoù tost eus sonerezh hengounel Breizh. Neuze e soñj e c'hellfe implijañ anezhi da heul e gan.
 
E [[1995]] e kemer perzh Denez Prigent e ''Dao Dezi''<ref>{{fr}} [http://2007.festival-cornouaille.com/presse/01/dp-fc-2007.pdf Page 10 - Biographie de Denez Prigent - Le projet Dao Dezi]</ref>. Kaset eo ar raktres-se gant Éric Mouquet, eus [[Deep Forest]], ha Guilain Joncheray, evit ober gant sonerezh Breizh evel ma rae Deep Forest gant sonerezh [[Afrika]], da lavarout eo, meskañ komzioùkomzoù hengounel ha sonerezh elektronek. Michel Sanchez, an izili all eus Deep Forest, a zo perzh eus ar raktres-mañ, enrollet ha mesket gant Erwin Autrique. Kanañ a ra ivez [[Arnaud Maisonneuve]], [[Manu Lann Huel]] ha [[Tri Yann]] war ar bladenn-se.
 
=== Ur fulenn aour ===
Linenn 57:
[[Skeudenn:Quimper-Cath.Saint‑Corentin,.JPG|right|thumb|[[Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper]], unan eus al lec'hioù war hent an Tro Breizh.]]
 
Dont a ra e eil bladenn, ''Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour'', e [[1997]]. Savet eo an holl gomzioùgomzoù (nemet re ''Ar rannoù'', tennet eus ar Barzaz Breiz) hag al lodenn vrasañ eus ar sonerezh gantañ, gant benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Dañvez hengounel ar gwerz a vez kavet er c'homzioùhomzoù : an direizhded, ar c'hleñved, ar marv. ''E trouz ar gêr'', diwar du artifisiel ar buhez e kêr, hag ''An hentoù adkavet'', diwar amzer nevez an [[Tro Breizh]], a zo e ganioù kentañ diwar-benn Breizh, e sevenadur hag e zarempred gant an natur.
 
Evit dibab ar sonioù elektronek e ya Denez war-dro [[Arnaud Rebotini]], a ziskouez dezhañ e bladennoù. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù dibabat gant Denez zo sonioù [[jungle]] peogwir e gav dezhañ ez a mat o zempo, peurliesañ 160-170 bpm, gant ar c'han breizhad<ref name=ethnotempos />.
Linenn 69:
N'eo ket an holl o doa karet ar bladenn gentañ a-du gant ar sonioù elektronek en eil bladenn, met hervez Denez Prigent eo an dalc'h chom fidel d'an tu diventad ar c'han breizhad<ref name=ethnotempos />. En ur ganañ ur gwerz e rank ar c'haner dreist-holl treuzkas puilhentez ar c'han, hag evit-se chom hep heuliañ ur mentad, met er c'hontrol, paouez p'eo poent ober. Hervez Denez Prigent e ya ur gwerz mentadet d'ur « ganaouenn », met naturel eo ur sonerezh elektronek gant ur gwerz kanet evel ma rank bezañ kanet.
Pouezus eo dezhañ ivez distagadur hengounel ar brezhoneg, gant an [[dibril]]<ref name=charrues />, un r ruliet ne vez implijet nemet e brezhoneg kanet.
Pouezus eo ivez dezhañ chom fidel da reolennoù hengounel ar gwerz, gant komzioùkomzoù hir-tre alies ha ne vez enrollet nemet un tamm anezho, ha d'e demoù diamzer. Abalamour da se n'e c'hell ket mont ar gwerz, kanet abaoe ar Vvet kanvet, e-maez a c'hiz.
Bezañ fidel d'an hengoun ne sinifi ket skoachañ ; er c'hontrol, hervez Denez eo ober war-dro sevenadur Breizh dre vont diouzh ar sonerezh elektronek un doare d'en em zigeriñ d'ar sevenadurioù all<ref>[http://real.antourtan.org:8080/ramgen/ete2001/charrues/int-prigent.rm Pennad-kaoz gant Denez Prigent hag Anna Louarn e-pad gouel an Erer Kozh(2001)], An Tour Tan</ref>.
 
Linenn 82:
E [[2000]] e teu er-maes ur bladenn nevez anvet ''Irvi''. Kontañ a ra ar c'han ''Irvi'', war ar bladenn-mañ, istor ur paotr eus [[Pornaleg-Leskonil|Leskon]] a garfe bezañ interret en un erv evit bezañ beilhet gant an natur. Kavet e vez an arouez-mañ eus ul liamm etre daou ved, etre ar vuhez hag ar marv, e ''Daouzek huñvre'' : er c'han-se ez a ''seizh spered koll gant gwiskoù kig […] a-rigenn gant an erv''.
 
An holl gomzioùgomzoù a zo skrivet gant Denez Prigent, evel re ''Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour'', nemet re ''E ti Eliz Iza'', war ar bladenn vonus. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù a zo savet gantañ ivez, a vesk benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Ne glever ket ar re-se kerkoulz hag en araok ; neuze e seblant ''Irvi'' nebeutoc'h ''jungle'' ha muioc'h [[new age]]<ref name=legoff>{{fr}} Sylvie Hamon, Stéphane Fougère, Didier Le Goff, [http://rythmes-croises.org/ethnotempos/chroniques/denez_prigent.htm Denez Prigent], Ethnotempos</ref>. E touesk ar sonerien e vez kavet ar jazzman [[Louis Sclavis]], ar soner rebed [[Valentin Clastrier]], hag ar soner [[uilleann pipes]] [[Davy Spillane]].
 
Evit ar wech kentañ e klever komzioùkomzoù e galleg en ur bladenn Denez Prigent. Lavaret int gant [[Bertrand Cantat]] e ''Daouzek huñvre'', ur c'han a ro soñj eus an daouzek rann a vez kavet e-barzh ''Ar rannoù''. Kanañ a ra ivez [[Lisa Gerrard]], kanerez [[Dead Can Dance]], er c'han ''Gortoz a ran'', dibabet gant [[Ridley Scott]] evit arvest diwezhañ e film [[Black Hawk Down]].
 
Senniñ a ra ar [[bagad Kemper]] da heul Denez Prigent war ''E trouz ar gêr'' hag ''Ar sonerien du'', ur gwerz diwar-benn mojenn ur soner biniou hag un talabarder tapet gant an archourien, a glaske laeron. Krouget eo bet an daou hag interret e [[Pont-'n-Abad]], araok ma voent kavet digablus. Hiziv e vez o bezh ur lec'h perc'herinded<ref>{{fr}} Strollad aozerien, ''La musique bretonne : Histoire des sonneurs de tradition'', Le Chasse-Marée, Douarnenez, 3 Meurzh 2003, 511 p. {{ISBN|978-2903708672}}</ref>.