Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
o treiñ…
o treiñ…
Linenn 95:
=== Sarac'h, an distro d'an natur ===
 
[[Image:Rennes place de la République DSC 4521.JPG|left|thumb|L'ambianceKêr urbaineRoazhon, dema Rennesfelle queda DenezzDenez Prigent cherchait à quitterkuitaat.]]
 
E [[2003]] e teu er-maez ar bladenn ''Sarac'h''<ref name=legoff />. Warni e kan Lisa Gerrard, Yanka Rupkina, [[Karen Matheson]], hag ar ganerez [[sami]] [[Mari Boine]]. C'hoari a ra ar soner [[bouzouki]] [[Dónal Lunny]], ar soner [[oud]] Nabil Khalidi hag ar soner [[violoñs]] Farhad Bouallagi. Daoust ma vez kavet sonioù elektroek war ar bladenn-se e vez klevet kentoc'h benvegioù hengounel.
 
E penn ar bladenn-se ez eus daou gan hengounel kanet : [[An hini a garan]], a-zaouioù gant Lisa Gerrard, hag [[Garnizon Lannuon|E garnison !]], a-zaouioù gant Louise Ebrel, he doa kanet gant Denez dija<ref name=greatsong />. Dont a ra er-maez ivez war ''Sara'h'' daou gan skrivet e 1991, ''Son Alma Ata'' hag ''Ar gwez-sapin''.
 
Er c'hontrel d'ar bladennoù all e skriv Denez Prigent diwar e benn-heñ e ''Sarac'h''. E ''N'eus forzh…'' e lavar pegen pouezhus eo ar c'han, a zalc'h anezhañ da vont war-raok er vuhez (« leskiñ a ra va zan atav »). E ''Dispi'' e kaver ur sell pesimist-tre ouzh stad sevenadur Breizh hag hini ar brezhoneg. Adkemer a ra ur werzenn en-doa implijet dija en ''E trouz ar gêr'', a ziverr e doare bevañ : « n'eus ket un deiz na ganfen ket ».
 
== Pladennoù ==