Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
o treiñ…
Linenn 97:
[[Image:Rennes place de la République DSC 4521.JPG|left|thumb|Kêr Roazhon, ma felle da zDenez Prigent kuitaat.]]
 
E [[2003]] e teu er-maez ar bladenn ''Sarac'h''<ref name=legoff />. Warni e kan Lisa Gerrard, Yanka Rupkina, [[Karen Matheson]], hag ar ganerez [[sami]] [[Mari Boine]]. C'hoari a ra ar soner [[bouzouki]] [[Dónal Lunny]], ar soner [[oud]] Nabil Khalidi hag ar soner [[violoñs]] Farhad Bouallagi. Daoust ma vez kavetkaver sonioù elektroek war ar bladenn-se e vez klevetklever kentoc'h benvegioù hengounel.
 
E penn ar bladenn-se ez eus daou gan hengounel kanet : [[An hini a garan]], a-zaouioù gant Lisa Gerrard, hag [[Garnizon Lannuon|E garnison !]], a-zaouioù gant Louise Ebrel, he doa kanet gant Denez dija<ref name=greatsong />. Dont a ra er-maez ivez war ''Sara'h'' daou gan skrivet e 1991, ''Son Alma Ata'' hag ''Ar gwez-sapin''.
 
Er c'hontrel d'ar bladennoù all e skriv Denez Prigent diwar e benn-heñ e ''Sarac'h''. E ''N'eus forzh…'' e lavar pegen pouezhus eo ar c'han, a zalc'h anezhañ da vont war-raok er vuhez (« leskiñ a ra va zan atav »). E ''Dispi'' e kaver ur sell pesimist-tre ouzh stad sevenadur Breizh hag hini ar brezhoneg. Adkemer a ra ur werzenn en-doa implijet dija en ''E trouz ar gêr'', a ziverr e doare bevañ : « n'eus ket un deiz na ganfen ket ».
 
[[Image:VueDeLannionEtBrelevenez.jpg|right|thumb|Natur Aodoù-an-Arvor adkavet gant Denez Prigent.]]
 
Er c'han ''Sarac'h'' e kaver kredennoù bouezhusañ Denez Prigent. Kontañ a ra penaos eo deuet en-dro d'an natur. Bevañ a rae e Roazhon, e-kichen ur straed bras, hag atav e kleve trouz ar c'hirri-tan. Divizet en-deus neuze prenañ un ti e [[Lanvaeleg]] ([[Aodoù-an-Arvor]])<ref name=mlamusic>{{fr}} Stéphane Guihéneuf, [http://www.m-la-music.net/spip.php?article1280 Denez Prigent, M-la-music</ref>. Eno e adtizolo didrouz an natur, e lec'h ne glever nemet sarac'h an avel en delioù. Abalamaour da se e soñj Denez Prigent e vez lakaet an dud d'en em serriñ en o zi e-tal o skrammoù gant ar modernaat<ref name=divskouarn />.
 
== Pladennoù ==