Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
o treiñ…
o treiñ…
Linenn 112:
 
Goude se en-deus kanet Denez Prigent war leurennoù evel ar [[Stade de France]] (e-pad [[Gouel Sant Padrig]]), ar Paléo Festival [[Nyon]] ([[Suis]]), Bercy, ar Rencontres Trans Musicales e [[Sina]], teatr kêr Paris, [[Gouel an Erer Kozh]] (leurenn vras), ar Casino de Paris, teatr Rozrywki e [[Polonia]], ar Simmen Festival ([[Alamagn]]), hag all.
 
== Temoù stankañ ==
 
=== Breizh hag an natur ===
 
[[Image:Trubschachen.jpg|left|thumb|Tachennoù bet adlodennet : ne weler nemet gwez draenek.]]
 
Hervez Denez Prigent eo ken pouezhus diwall d'an natur ha doujañ an hengounioù<ref name=divskouarn />. Er c'han ''An hentoù adkavet'' e ra gourc'hemennoù d'ar baleerien a gerzh e Breizh en ur ganañ. E memes tro en-deus keuz « n'ez eus plas bremañ, siwazh, nemet d'an otoioù ».
 
Er memes mod, en ''Ar gwez-sapin'' e komz diwar-benn an tachennoù bet adlodennet, peogwir e weler bremañ gwez draenek e pep lec'h, e plas gwez Breizh. Sevel a ra ar memes liamm : « An neb a zo bet lakaet da zisoñjal e gultur / erruiñ a ra un deiz e tisoñj ivez e natur ».
 
== Pladennoù ==