Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 80:
[[Skeudenn:France - Passage du Gois + Pont de Noirmoutier.jpg|right|thumb|Un erv pa vez izel ar mor.]]
 
E [[2000]] e teu er-maez ur bladenn nevez anvet ''Irvi''. Kontañ a ra ar c'han ''IrviHent-eon'', war ar bladenn-mañse, istor ur paotr eus [[Pornaleg-Leskonil|Leskon]] a garfe bezañ interret en un erv evit bezañ beilhet gant an natur. Kavet e vez an arouez-mañ eus ul liamm etre daou ved, etre ar vuhez hag ar marv, e ''Daouzek huñvre'' : er c'han-se ez a ''seizh spered koll gant gwiskoù kig […] a-rigenn gant an erv''.
 
An holl gomzoù a zo skrivet gant Denez Prigent, evel re ''Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour'', nemet re ''E ti Eliz Iza'', war ar bladenn vonus. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù a zo savet gantañ ivez, a vesk benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Ne glever ket ar re-se kerkoulz hag en araok ; neuze e seblant ''Irvi'' nebeutoc'h ''jungle'' ha muioc'h [[new age]]<ref name=legoff>{{fr}} Sylvie Hamon, Stéphane Fougère, Didier Le Goff, [http://rythmes-croises.org/ethnotempos/chroniques/denez_prigent.htm Denez Prigent], Ethnotempos</ref>. E touesk ar sonerien e vez kavet ar jazzman [[Louis Sclavis]], ar soner rebed [[Valentin Clastrier]], hag ar soner [[uilleann pipes]] [[Davy Spillane]].