Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 126:
 
Kontañ a ra Denez Prigent an droug-bezañ a zo dezhañ da vevañ e kêr er c'hanioù ''E trouz ar gêr'', fin ar bed e dibenn dezhañ, ha ''Melezourioù-glav'', ma kav ennañ spi en dra naturel ziwezhañ : ar glav. Pa ne gav ket an natur en-dro dezhañ e talc'h anezhi en e eñvor (''Kereñvor''). Er fin ez en-dro da vevañ war ar maez, evel m'eo kontet e ''Sarac'h''.
 
E ''Hent-eon'' e vez kavet tem an natur er marv. Goulenn a ra ar c'honter bezañ interret en un hent-eon evit bezan lusket peurbadel gant ar chal hang an dichal, beilhet gant e familh gwir : ar glav, al lapoused, an avel, ar mor.
 
Un doare all doujañ an natur e kaver e ''Geotenn ar marv'', ur c'han e-enep implij [[Organeg daskemmet he genoù|organegoù daskemmet o genoù]] el labour-douar. Hervezañ e vefe dister kanañ e brezhoneg war un douar dinaturet gant « geotenn ar marv » hadet gant ar re o deus « cheñchet hep tamm keuz ebet pezh ne c'helle ket bout cheñchet ».
 
== Pladennoù ==