Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 143:
 
En ''Ur fulenn aour'' eo kontet istor ur plac'h yaouank gwerzhet gant he zud evit mont da [[gasterezh|c'hast]] er [[Filipinez]]. C'hoarvez a ra un dra heñvel en ''A-dreñv va zi'' d'ur plac'h a 13 vloaz roet d'ur gwaz evit e zimeziñ. Gouelañ a ra war ar wezenn plantet ganti. Dougañ a ra ar wezenn-se frouezh kaer ha saourek. Krouget he-deus he gwaz, he mamm-gaer hag e zud warni.
 
Sevel a ra Denez Prigent kanoù diwar temoù bras ar politikerezh etrevroadel ivez. Kontañ a ra ''An iliz ruz'' lazhadeg {{formatnum:2000}} den en un [[Iliz (savadur)|iliz]] e Nyarubuyé ([[Rwanda]]) : « Troc'het ar pennoù didruez / Evel ma falc'her ed en hañvez ». Tud all a vez lazhet er c'han ''Ar chas ruz'', diwar aloubadeg [[Tibet]] gant [[Sina]] : estreget tud e lazh ar « chas ruz », o sevenadur ivez.
 
== Pladennoù ==