Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 143:
 
Sevel a ra Denez Prigent kanoù diwar temoù bras ar politikerezh etrevroadel ivez. Kontañ a ra ''An iliz ruz'' lazhadeg {{formatnum:2000}} den en un [[Iliz (savadur)|iliz]] e Nyarubuyé ([[Rwanda]]) : « Troc'het ar pennoù didruez / Evel ma falc'her ed en hañvez ». Tud all a vez lazhet er c'han ''Ar chas ruz'', diwar aloubadeg [[Tibet]] gant [[Sina]] : estreget tud e lazh ar « chas ruz », o sevenadur ivez.
 
E daou gan ez eus kaoz eus bugale bet lazhet. Kontañ a ra ''Ar wezenn-dar'' politikerezh digresk ar poblañs en [[India]]. Lazhet eo bet bugale, merc'hed e penn kentañ, abalamour d'ar politikerezh-se. ''Ar vamm lazherez'' a zo istor ur vaouez a lazh he daouzek merc'h kentañ a-raok bezañ lazhet gant an drizekvet, a chom bev daoust ma klask he mamm he lazhañ evit veñjañ ar merc'hed all.
 
== Pladennoù ==