Elzas-Loren : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: da:Alsace-Lorraine
D Robot kemmet: es:Territorio Imperial de Alsacia y Lorena; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:Deutsches Reich (Karte) Elsaß-Lothringen.svg|thumb|right|275px|An Impalaeriezh Alaman, gant Elzas-Loren er mervent]]
'''Elzas-Loren''' (''Alsace-Lorraine'' e [[galleg]], ''Elsaß-Lothringen'' en [[alamaneg]]) a oa ur rannvro bet staget ouzh [[Alamagn]] goude ar [[Brezel 1870-1871|Brezel etre Bro-C'hall ha Prusia]] e 1870-1871. Enni e oa [[Elzas]] en he fezh pe dost (war-bouez kêr [[Belfort]]) hag un tamm eus [[Loren]] en hanternoz ar broviñs-se. Tri departamant gall a gaver hiziv en tolead-se : [[Bas-Rhin]], [[Haut-Rhin]] ha [[Moselle]]. [[Strasbourg]] e oa pennlec'h melestradurel ar vro.
 
Bet e oa an douaroù-se e [[Frankia ar Reter]], gwechall, da vare ren ar roue [[Loeiz ar German]]. Kalz diwezhatoc'h e teujont, tamm-ha-tamm, da vezañ staget ouzh [[Bro-C'hall]], etre [[1552]] ([[Metz]]) ha [[1798]] ([[Mulhouse]]). Goude ar Brezel etre Bro-C'hall ha Prusia e voent staget ouzh an [[Impalaeriezh alaman]] nevez-savet, dre [[Emglev Frankfurt (1871)|Emglev Frankfurt]]. Ne voe goulennet tra ebet ouzh an annezidi pa dremenas an douaroù-se eus dalc'h Bro-C'hall da hini Alamagn e 1871, na kennebeut pa voe roet da Vro-C'hall en-dro e 1918-1919. Dindan ar renad alaman, etre 1871 ha 1918, e voe amsklaer statud ar vro : ur ''Reichsland'' e oa, perc'henniezh voutin an holl stadoù alaman all eus an Impalaeriezh. E 1911 e voe roet ur statud a-gostez da Elzas-Loren gant an Impalaeriezh, gant ur vonreizh.
 
E 1918 e voe aloubet Elzas-Loren gant an arme c'hall e dibenn ar [[Brezel-bed kentañ]]. Ha staget e voe ouzh Bro-C'hall en-dro, dre [[Feur-emglev Versailhez]]. Gant ar C'hallaoued e voe klasket gallekaat ar vro, tra ma veze komzet rannyezhoù alamanek gant ar braz eus an dud. Kement-se a lakaas un emsav emrenour d'ober un tamm berzh er bloavezhioù 1920 ha 1930. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e voe staget Elzas-Loren ouzh Alamagn adarre, ha rediet e voe ar baotred yaouank da vont d'an arme alaman. Ouzhpenn 40 000 anezho a varvas, war talbenn Rusia dreist-holl. Staget e voe an tolead ouzh Bro-C'hall en-dro goude ar brezel. Abaoe eo digresket kalz an implij eus ar rannyezhoù alamanek.
Linenn 8:
 
== Gwelet ivez ==
* [[Elzas]]
* [[Loren]]
* [[Republik Soviedel Elzas]]
 
[[Rummad:Istor Elzas]]
Linenn 24:
[[en:Alsace-Lorraine]]
[[eo:Alzaco-Loreno]]
[[es:Territorio imperialImperial de Alsacia y Lorena]]
[[fi:Elsass-Lothringen]]
[[fr:Alsace-Lorraine]]