Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 13 bloaz 2010 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 38:
:Evel-just n'eo ket ret krediñ kement ger skrivet gant Yun, a-enep reolennoù wikipedia hag a dleje bezañ lakaet da dalvezout gant ar verourien (prest on da zisplegañ hiroc'h). Un doare iskis da labourat : war un dro nac'h kaozeal gant an dud, goulenn digante kenlabourat gantañ, ha fuloriñ d'an disterañ dizemglev. Ma rafe an holl eveltañ ne vefe ket muioc'h eget 10 000 pennad amañ. Tud da sac'hañ war ar c'harr zo ezhomm, ha n'eo ket da c'hoari ar [[prima donna]] froudennek. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 4 Ebr 2010 da 08:23 (UTC)
::N'on ket on vont da sevel a-du nag gant an eil na gant egile rak n'on ket bet o heuliañ an afer-mañ. Gwir eo e rankan anzav atav e c'hell bezañ diaes a-walc'h kenlabourat a-wezhoù war ar raktres-mañ, marteze peogiwir omp ken nebeut all a dud o kas al labour war-dro ha neuze sav un tamm sach-blev re diaes, ha gwir eo e kavan un tammig rust a-wezhoù emdalc'h hini pe hini (ha darbet mont kuit me ma-unan abalamour da seurt disemglevioù zoken). Dipitus e kavan gwelet tud o vont kuit da vat avat, dreist-holl pa vez kaset da-benn ur bern labour a-feson gfante ma ra diouer war ar wikipedia-mañ, hag erbediñ a rafen neuze kemer un tamm amzer da lakaat an traoù da sioulaat un tammig ha distreiñ d'ar raktres da c'houde. Ur pikol koll eo evit ur wikipedia ken bihan all pa'c'h a kuit an den-mañ'n-den. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 4 Ebr 2010 da 16:36 (UTC)
 
:::Ne welan ket pelec'h e oa sach-blev, ha sioul e oa an traoù. Dizemglev a oa savet, evel alies (n'eus ket peadra da spontañ), db [[Patrom:Infobox Kanton gall‎]] savet gantañ, tud zo a oa deuet da reiñ un ali aze: [[Kaozeadenn Patrom:Infobox Kanton gall‎|aze]]. Kaoz a oa bet (gantañ) da aozañ ur votadeg, ha "goulennet" (marteze n'eo ket ar ger mat) diganin ober war-dro. Deuet e oa ur merour da zisplegañ petra a oa fur. Tennet em boa ur gentel, mat pe fall, kement ha gwelout sklaeroc'h, ur gentel ha n'eo ket bet dislavaret gant den betek-hen. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 4 Ebr 2010 da 17:00 (UTC)
::::N'em boa ket lâret e oa bet un abadenn sach-blev, o sklaeraat ouzhpenn ne oa ket bet heuliet an afer-mañ ganin ivez (ha n'em eus ket gallout kavout roud anezhañ, met n'on ket bet gwall bell o klask ivez e rankan anzav...). Ar pezh am boa bet c'hoant lâret eo: dre m'eo bihan-tre an niver a dud o genlabourat en un doare ingal pe ingaloc'h e c'hell an dud en em gavout diaes a-wezhoù gant emdalc'h kenlabourerion/ezed all (gant gwir abeg pe get), met ret eo klask sioulaat (evel em eus bet me klasket deskiñ ober, ha n'eo ket bet gwall aes din ivez, evel ma oarez...) kentoc'h evit mont kuit, rak talvoudus eo an holl hag a zo gouest da labourat a-feson dre sevel pennadoù mat o ferzhioù pe war dachennoù all ar raktres 8reizhañ fazioù yezh, kempenn stumm ha framm ar pennadoù, sevel pe reizhañ stumm ar patromoù, h.a.). A galon d'an holl, [[Dibar:Contributions/83.165.108.154|83.165.108.154]] 4 Ebr 2010 da 20:47 (UTC)