59 919
modifications
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D (Robot kemmet: fr:Bombarde (instrument); Kemm dister) |
|||
Ur [[benveg-seniñ]] eo ar '''vombard''', eus familh ar binvioù dre c'hwezhañ, a orin eus familh ar « c'hoadhuelennoù »( hautbois). Implijet e vez ar vombard e sonerezh hengounel Breizh, ne vez kavet nemet e Breizh, e lec'h ma vez implijet evit seniñ dre koublad pe e bagadoù (strolladoù binvioù keltiek ha tamboulinerezh). Ral eo gwelet un talabarder o soniñ e-unan rak e goulenn ar benveg ur striv korfel bras a-walc'h. Alies e vez o seniñ gant ur binioù (bras pe bihan), rak gallout a ra ar binviji-se c'hoari hep ober ehanoù.
== Lodennoù ur vombard ==
Savet e vez ar vombard e teir lodenn: al lañchenn, ar c'horf hag ar pavilhon.
Tu 'zo kontan ul lodenn (pe lodennoù) ouzhpenn diouzh ar fed ma vez alc'hwezioù, deus unan betek 3, pe muioc'h a-wechoù. War ar vombardoù « klasel » e vez an aliesañ daou alc'hwez.
== Istor ==
Adalek an azginivelezh eo bet lakaet e-pleustr skeuliad ar solfadurezh en ur dec'hel kont eus an translatan (ar spas reoliek etre an notennoù), ar reizhded hag an tu da c'hoari (arabat e vef bet re a zifoc'h evit c'hoari d'ur benveg d'egile). Ar c'hoadoù huel (hautbois) a zo ar benveg bet reizhet a-benn doujañ d'an teir « lezenn »-se. An binviji aer hengounel a zo bet implijet e memes amzer hag hag c'hoaduelioù araok mont da get, estreget ar vombard hag en deus dreistvevet e Breizh.
E lodenn gantan an XX{{vet}} kantved eo aet war zigresk bras an niver a sonerien a vinioù kozh hag a talabard. Deuet eo en-dro ar binviji hengounel-se war well er bloavezhioù 1970, e-pad adkreskadurezh an hengoun Breizhad, gant brud Alan Stivell hag ar fed e vefe bet graet festoù-noz hag konkourioù sonerezh hengounel. Un tamm war lec'h eo bet krouet Bodadeg Ar Sonerion, hag a stroll meur a wech bep bloaz bagadoù pe bagadigoù a rummadoù disheñvel, deus ar pempved rummad d'ar c'hentañ hini.
Meur a donniadur a vez kavet war ar bombard, an aliesañ e vez kavet bombardoù e si bemol, memes tonniadur hag ar binioù bras skosat, rak e vez kavet alies-tre koubladoù pe bagadoù o seniñ
== Kemer ar benveg ==
Evel meur a benveg a za en dro gant aer e vez douget ar vombard gant daou dorn, an hini dehou en-traon hag an hini kleiz a-us (pe kontrol evit an dud kleiziad). Ober a ra ar benveg ur c'horn skouer pe dost gant korf an talabarder, douget e vez al lañchenn etre an daou vuzell, en ur stardañ un tammig anezhi. Paket e vez notennoù mui pe vui uhel, en ur stankañ mui pe vui a doulloù, deus an notennoù boudañ gant an holl doulloù stanket hag notennoù skiltrañ en ur sevel
== Tu da c'hoari ==
Sonet e vez ar benveg-se dre koubladoù (binioù kozh bombard) evit heuliañ an dañserien dañs breizhad.
[[Skeudenn:Bombarde und Biniou.JPG|250px|thumb|Talabarder ha biniaouer]]
== Ar bombard, benveg brudet ==
Brudet eo bet an talabard gant sonerion arbennig war ar benveg-mañ. Matilin an Dall a oa unan deus an talabarderien brudet-se. Ganet e oa e [[1789]] e [[Kemperle]], deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en deus da seniñ. 'tro ar bloavezhioù 1815
[[Skeudenn:Bombarde chromatique.jpg|140px|thumb|Bombard kromatek e koat Eben]]
== Un nebeut a sonerion Brudet ==
* [[Matilin an Dall]]
* André Le Meut
* Jorj Botuha
* Christophe Caron
* Cyrille Bonneau
* Daniel Le Féon
* David Pasquet
* Fabrice Lothodé
* Éric Beaumin
* Jean Baron
* Mathieu Sérot
* Ronan Keryell
* Serge Riou
* Yann Kermabon
* Claude Le Baron
* Youen Le Bihan
* Ivonig Le Mestre
* Thomas Lotout
[[bg:Бомбарда (музикален инструмент)]]
[[en:Bombard (music)]]
[[es:Bombarda (instrumento musical)]]
[[fr:Bombarde (
[[it:Bombarda (musica)]]
[[nl:Bombarde (muziekinstrument)]]
|