Blade Runner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
==Ridley Scott==
 
Ganet e oa bet d’an [[30 a viz Du]] [[1937]] e South Shields e [[Breizh-Veur]]. Goude bezañ bet graet studioù war an arz ha savet e kentañ film (ur film-berr) er [[Stadoù-Unanet]] e labour Ridley Scott evit ar [[BBC]]. Kenlabourat a ra evit an heuliad-filmoù The Informer ha Z-Car. “Priz Juri Festival Cannes” en deus bet e 1977 evit e film hir kentañ The Duellists. Goude-se e teu da vezañ anavezet. Daou film graet un tammig war-lerc'h vo dreist-brudet betek bezañ filmoù “kult” : Alien e 1979 ha Blade Runner e 1982. E hent micher a zo bet kamm-digamm. Un nebeud filmoù-all graet gantañ : Thelma and Louise 1991, 1492 : Christophe Colomb e 1992, Gladiator 2000, Black Hawk Down 2001 (mouezh Denez Prigent a vez klevet e sonerezh ar film-se), Kingdom of Heaven 2005.
 
==Harrison Ford (1899-1978)==
 
Ganet eo bet e Chicago (Stadoù-Unanet) d'an 13 a viz Gouere 1942. Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet e Han Solo (e filmoù Star Wars) hag Indiana Jones. Goude ar skol-veur e ya war ar vicher kalvez. C'hoari a ra perzhioù bihan e westernioù e memes koulz. Kregiñ a ra da vezañ anavezet gant ar film American Graffiti gant Georges Lucas. Met fellout a ra da Harisson Ford kenderc'hel gant ar vicher kalvez. Goulen a ra Lucas gantañ sikour evit casting Han Solo. A-benn ar fin eo Ford a zo bet dibabet gant Lucas. Goude-se, Indiana Jones... hag e teu Ford da vezañ ur gwir star holl vrudet. Un nebeud filmoù gant Harisson Ford : American Graffiti (1973), Star Wars (meur a film zo e 1977, 1980, 1983), Indiania Jones (4 film e 1981, 1984, 1989 ha 2008), Witness (1985), The Fugitive (1993), The Devil's Own (1997)...
 
==An istor==