Élisée Reclus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ganet eo bet '''Élisée Reclus''' e [[Sainte-Foy-la-Grande]] e 1830. Goude studioù protestant en eil derez e gollas ar feiz hag ez ez eas war-du an douaroniezh, desachet e oa bet daveti en ur heuliañ kentelioù Karl Ritter e [[Berlin]] e 1850. Kuitaat a reas Frañs goude taol-stad [[Napoleon III]]. Eus 1851 da 1857 e veajas e [[Norzhamerika]] hag e Su Amerika. Pa tistroas da Vro-C’hall e voe goulennet digantañ gant Hachette sevel al levrioù “Guides Joanne”. Goude-se e kendalc’has gant ur studiadenn skiantel diwar-benn an Douar la Terre, embannet e 1869.
E 1871 e kemer perzh e Komun Pariz evel dileuriad an Etrevroadel (tu [[Bakounin]]) ha gward broadel, da c’houde e vo tennet e garg kelenner Skol-Veur digantañ, kondaonet d’ar galeoù e Kaledonia-Nevez (Kanakia) ar c’hastiz-se a zo kemet e dek vloaz harlu, dre [[Europa]] a-bezh ez eus bet skiantourien o sevel o mouezhioù rvit ma vefe lakaet digablus. Mont a ra neuze d’en em staliañ e Bro-Suis. Kenderc’hel a ra e breder war an diveliouriezh hag e studiadennoù geografel.
An embanner Hachette a c’houlenn digantañ sevel levrioù douaroniezh: la Géographie Universelle (19 levrenn, embannet etre 1875 ha1894). An oberenn-se, a genlabouras [[Piotr Kropotkin]] d’he sevel, a zo unan eus pennoberennoù Reclus a-fed douaroniezh, nerzhus eo ar skrid, leun a ditouroù a gaver ennañ, diouzhtu e ra berzh e-touezh an dud desket. Er memes mare e sav ur gazetenn diveliour e Genneva gant e gamalad Kropotkin: “le Révolté”. E 1898 e vez embannet l'Évolution, la révolution et l'idéal anarchiste, ha da c’houde studiadennoù geografel l'Afrique australe (1901) ha l'Empire du Milieu (1902), ha skrivet a gevret gant e breur Onésime. Mont a ra Reclus d’en em staliañ e Brussel, enno e kelenn. E-kichen e labour kelenner e skriv l'Homme et la Terre embannet etre 1905 ha 1908, an oberenn-se a zo ur preder geografel war al liammoù hag an eskemmoù etre an natur, ar gevredigezh hag ar politikerezh.
Marvet eo Elisée Reclus e Thourout e-kicennkichenn Gand,[[Gent]] e [[Belgia]] e 1905.
Un oberenn savet gantan A mon frère le paysan a zo bet troet e [[brezhoneg]] gant Emile Mason ha strollad ar gelaouenn diveliour divyezhek [[Brug]], bez ez eus diouzh an oberenn-man e gwenedeg[[brezhoneg]] Gwened : Da mem breur al labourer, hag e tregerieg: D’am breur ar peizant moullet int bet e Gwengamp e 1913 .
Oberennoù Reclus a zo bet lakaet a-gostez e-pad pell gant an douaroniourien Skol-Veur, adlennet e vezont hiziv an deiz rak leun a breder ez int war plas an den en endro.
Reclus a zo douaroniour gall pennañ dibenn an XIXvet kantved.