Niverenn CAS : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: bg:CAS номер
Linenn 3:
War-dro 23 milion a gompozennoù o deus bet un niverenn CAS betek-henn. War-dro 4 000 niverenn nevez a vez ouzhpennet bemdez. Ar pal a zo anezhañ aesaat an enklaskoù en diazoù titouroù dre m'o devez alies a-walc'h ar produioù kimiek anvioù diseurt. War-bouez nebeud, an holl diazoù titouroù diwar-benn ar molekulennoù a-vremañ a ro an tu da glask dre niverennoù CAS.
 
== An niverennoù ==
=== Stumm an niverennoù ===
Ur benn-niverenn (evel ma'z eus penngerioù er geriadurioù) a c'hoarvezh eus teir lodenn disrannet gant ur varennig-stagañ. An hini gentañ a c'hell kaout betek c'hwec'h sifr, an eil he deus daou sifr, hag an trede he deus ur sifr evit ar [[somm kontrollañ]]. N'o deus an niveroù dalvoudegezh ebet : roet e vezont hervez an urzh war-gresk.
 
=== Ar somm kontrollañ ===
Jediñ a reer ar somm kontrollañ dre liesaad ar sifr 1{{añ}} a-dalek an tu dehoù dre 1, an 2{{l}} dre 2, hag evel se c'hoazh. Ha goude se e jeder somm al liesadoù-se [[modulo]] 10. Da skouer ez eo 7732-18-5 niverenn CAS an [[dour]], hag ar somm kontrollañ a zo bet jedet evel henn :
: (8×1 + 1×2 + 2×3 + 3×4 + 7×5 + 7×6) mod 10 = 105 mod 10 = 5.
 
=== Niverennoù disheñvel ===
[[Izomer]]où diseurt ur [[molekulenn|volekulenn]] bennak o deus niverennoù CAS disheñvel : 50-99-7 evit an D-[[glukoz]], 921-60-8 evit an L-glukoz, 26655-34-5 evit an α-D-glukoz, hag all. A-wezhioù n'o devez klasoù klok a volekulennoù nemet un niverenn : 9031-72-5 evit strollad an [[alkool dishidrogenaz|alkooloù dishidrogenaz]].
 
== Klask ==
Pa vezer o klask en diazoù titouroù dre un niverenn CAS e c'hell bezañ talvoudus ouzhpennañ niverennoù ar c'hompozennoù tost. Da skouer, evit klask titouroù diwar-benn ar [[kokain|c'hokain]] (CAS 50-36-2) eo ret klask titouroù evit an hidrokloridenn gokain (CAS 53-21-4) peogwir eo dindan ar stumm-se e vez implijet ar c'hokain e-giz dramm.
 
Linenn 24:
 
== Gwelet ivez ==
=== Pennadoù kar ===
* [[niverenn EINECS]]
* [[niverenn ELINCS]]
Linenn 41:
 
[[ar:رقم التسجيل CAS]]
[[bg:CAS регистрационен номер]]
[[bn:ক্যাস নিবন্ধন নম্বর]]
[[bs:CAS registarski broj]]