Liñs Eurazia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: be:Рысь звычайная; Kemm dister
Linenn 1:
[[Rummad:Felidae]]
[[Rummad:Bronneged]]
 
{{Taxobox Loen | Liñs Europa | Lynx lynx.jpg |statud=LC}}
{{Taxobox Phylum | Chordata }}
Linenn 14 ⟶ 11:
Al '''liñs boutin''', pe '''Liñs Eurazia''', (''Lynx lynx'') zo ur c'hazh krenn e vent eus koadegoù [[Europa]] ha [[Siberia]] ma'z eo unan eus ar preizherien pennañ.
 
== Perzhioù ==
 
Hanter vrasoc'h eo eget [[liñs Kanada]]. E vlevenn zo melen sklaer gant marelloù ha roudennoù du. Ur gelc'hienn a vlev hir en deus tro-dro d'e c'houzoug ha dindan e c'hroñj.
Linenn 20 ⟶ 17:
Betek 38 kg e c'hell pouezañ ar pared brasañ, met ar pouez keidat zo 20 kg evit ar pared ha 17 kg evit ar parezed. Etre 80 cm ha 130 cm e vuzul gant ul lost 11-24 cm.
 
== Annez hag emzalc'h ==
 
Er c'hoadegoù stank emañ al liñsed dreist holl met gallout a reont bevañ en endroioù arall. Hemolc'h a ra [[gedon]], [[krignerien]] bihan, [[lern]] ha, gwechoù 'zo, [[yourc'h]]ed.
Linenn 26 ⟶ 23:
Boutin e oa gwechall en Europa a-bezh met aet eo da get e broioù kornôg ha kreiz ar c'hevandir. Variant eo e statud hervez ar broioù.
 
* [[Frañs]] : dineret war-dro 1900, adlakaet er [[Vojioù]] hag er [[Pireneoù]]
* [[Belgia]] : deuet eus Frañs e [[2005]]
* [[Alamagn]] : dineret e voe e 1850 met adlakaet e koadeg [[Bavaria]] e 1990. E gavout a reer en [[Eifel]] ivez, deuet eus Frañs moarvat.
* [[Suis]] : aet da get e 1915 hag adlakaet e 1971. Aleze e adboblekaas [[Aostria]] ma oa aet da get ivez.
* [[Polonia]] : bez ez eus war-dro 1000 penn er [[menezioù Tatra]] hag e koadeg [[Bialowieza]]
* [[Ar C'harpatoù]]: war-dro 2500 liñs a vev eno
* [[Ar Balkanoù]] : aet da get eo e 1908, war a seblant, met adlakaet e voe e [[Slovenia]] e 1973. Un nebeud pennoù a c'heller kavout en [[Albania]] ha [[Gres]] ivez.
* [[Skandinavia]] : hogozik aet da get e oa al liñs met kreskiñ adarre he deus graet e boblañs abaoe ma'z eo gwarezet. N'eus ket pell 'zo eo bet aotreet an hemolc'h adarre.
* [[Estonia]] : bez ez eus war-dro 1000 liñs er vro.
* [[Rusia]] : muioc'h eget 90% eus ar boblañs vedel a vev e koadegoù Siberia
* [[Kreiz-Azia]] : kavout a reer liñsoù ivez e [[Gansu]], [[Qinghai]], [[Sichuan]] ha [[Shaanxi]], hag ivez e [[Mongolia]], [[Kazac'hstan]], [[Ouzbekistan]], [[Turkmenistan]], [[Kirgizstan]] ha [[Tadjikistan]].
 
[[Skeudenn:Distribution L. lynx.png|thumb|left|250px|Tiriad al liñs boutin]]
 
== Isspesadoù ==
 
* ''Lynx lynx lynx''
Linenn 50 ⟶ 47:
* ''Lynx lynx wrangelli''
 
== Liammoù diavaez ==
 
[http://members.aol.com/cattrust/eurolynx.htm Liñs Europa]
 
[[Rummad:Felidae]]
[[Rummad:Bronneged]]
 
[[af:Eurasiese rooikat]]
[[ar:وشق أوراسيا]]
[[bat-smg:Lūšis]]
[[be:Рысь еўрапейскаязвычайная]]
[[bg:Рис]]
[[ca:Linx nòrdic]]