Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 22:
E-pad ar sizhunvezh e vev Denez Prigent e ti e dad er [[Ar Releg-Kerhuon|Releg-Kerhuon]]. Mont a ra da di e vamm-gozh d'an dibenn-sizhun, da Santeg<ref name="télégramme04">{{fr}} Frédéric Jambon, [http://prixdudisque.blogs.letelegramme.com/archive/2004/02/11/denez-prigent-sarac-h.html Denez Prigent. "Sarac'h" : Grand Prix du Disque du Télégramme], Le Télégramme</ref>. E dad, [[kelenner]] er c'hentañ derez, a sav anezhañ e [[galleg]] daoust ma komz brezhoneg flour, peogwir ne gav ket dezhañ e vefe ur yezh talvoudus d'e vab.<ref name=transmediadoc>{{fr}} Jacme Gaudàs, [http://transmediadoc.free.fr/prigent.html Denez Prigent: Le Barde et la Jungle]</ref>
Gant e vamm-gozh e tizolo Denez ar brezhoneg, ur yezh heson gant an natur, ha doare an dud eus ar mare-se da droadañ kanaouennoù e pep tro<ref>{{fr}} [http://www.lesinrocks.com/musique/musique-article/article/mezalch-ennon-ur-fulenn-aour/ Denez Prigent — Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour], Les Inrockuptibles</ref>{{,}}<ref name=charrues>{{fr}} [http://www.vieillescharrues.asso.fr/festival/artistes/detail.php?artisteid=13 Denez Prigent], Gouel an Erer Gozh</ref>.
Erruet er skolaj, e [[Brest]], e kav gwelloc'h Denez selaou kanoù enrollet gantañ e-pad festoù-noz kentoc'h evit
Pevarzek vloaz e oa Denez pa zeskas kan-ha-diskan gant [[Alain Leclère]]<ref name=bio-mondomix>{{fr}} Benjamin MiNiMuM, [http://www.mondomix.com/denez-prigent/fr/biographie.htm Denez Prigent], Mondomix</ref>. Daou vloaz war-lerc'h e kanent o-daou er festoù-noz. Mont a reas ar maout gantañ e [[Kan ar Bobl]] meur a wech : priz kan-ha-diskan e [[1987]], priz ar c'han nevez e [[1988]] ha priz ar c'han hengounel e [[1990]]<ref name="télégramme04" />.
|