Volkanegezh : diforc'h etre ar stummoù

1 okted ouzhpennet ,  16 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
===Volkanegezh dre ar [[keinenn-veurvorel|geinenn-veurvorel]]===
Pa dorr ur blakenn, pe e vefe [[plakenn veurvorel]] pe [[plakenn gevandirel]], e chell ar [[magma]] sevel dre ar [[frailhoù]] nevez-krouet. Peurvuiañ e c’hoarvez kement-se e strad ar [[mor|morioù]] evel e-kreiz ar [[meurvor atlantel]] e bro [[Island]], met c’hoarvezout a ra ivez war an douar-bras, da skouer e-kreiz [[rift Afrika]] e-lec'h ma vo ur mor a-benn nebeut (diouzh ur skeul c'heologek evel-just). En-dro d'ar geinenn emañ ar [[planedenn|blanedenn]] war-gresk ha bount a zo dre zindan. Pa c'hoarvez se e krouer div blakenn unan a bep tu d'ar geinenn ha fiñv a zo a-ziwar ar geinenn. An dra-mañ eo a lak ar [[kevandir|c'hevandiroù]] da vont da heul. Er mor Atlantel e tilec'h [[plakenn Europa-Azia]] diouzh hini [[plakenn Amerika|Amerika]] a 5 santimetr bep bloaz. Er [[meurvor Habask]] ez eus 12 santimetrad dilec'hiadur bep bloaz. Evit ar pezh a sell ouzh ar magma ez eo [[alkalin|alkalinek]] ha kar da gimiezh ar [[bazalt]] pe ar [[gabbro]]. Pa vez volkanegezh a seurt-se en ur [[mor]] bennak e kaver merkoù eus se er [[maen|vein]], da skouer pa vez kavet "goubennerioù" [[pillow-lava]] evel ma'z eus e [[ledenez Kraozon|ledenez KrazonKraozon]] e Breizh.
 
===Volkanegezh dre [[pik-tomm|bik-tomm]]===
Implijer dizanv