Lech Kaczyński : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: eu:Lech Kaczyński
Freskaat keleier
Linenn 1:
[[Skeudenn:Lech_Kaczyński.jpg|thumb|right|Lech Kaczyński]]
 
'''Lech Aleksander Kaczyński''' a zo bet ganet d'an [[18 Mezheven|18 a viz Mezheven]] [[1949]] e [[Varsovia]] hag aet eo da Brezidant [[Polonia]] d'an [[9 Here|9 a viz Here]] [[2005]], ha bet lazhet en ur gwallzarvoud karr-nij d'an [[10 Ebrel|10 a viz Ebrel]] [[2010]].
 
Er [[bloavezhioù 1970]] e oa bet gant ar strolladoù [[enep-komunourenepkomunour]] hag e [[1980]] e oa kuzulier [[Lech Wałęsa]]. E miz Kerzu [[1981]] e oa bet kaset d'an toull-bac'h avat pa oa bet disklêriet ar "[[stad a vrezel]]".
 
Koulskoude e krogas da zistagañ diouzh Walesa pa oa a-enep d’an daol-grenn [[1989]] a glaske kaout marc'had gant ar re bet e-karg eus ar reizhad komunour. E enebiezh ouzh ar gomunourien zo kaoz en deus kement a zisfiz diouzh ar reizhad kevalaour pa oa ul lodenn vat eus ar re bet er strollad komunour oc'h ober o hent eno dre brenañ an embregerezhioù bras.