Pierrette Kermoal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Skrivagnerez hag embannerez vrezhonek eo '''Pierrette Kermoal''', ganet e [[1947]] e [[Bergerac]], kod-post 24100, e departamant [[Dordogna]]. Kelennerez war ar [[galleg]], al [[latin]] hag ar [[gresianeg]] e [[Roazhon]] eo bet a-raok mont war he leve da Sant-Pabu, Bro-Leon. Ganti eo bet krouet ar gelaouenn lennegel [[Aber (kelaouenn)|Aber]] hag an [[ti-embann]] heñvelanvet. Un nebeud [[troidigezh]]ioù brezhonek diwar ar galleg he deus bet graet, evel [[Ar Priñs bihan]]. Klasket he deus broudañ ar [[skridvarnerezh]] e brezhoneg dre lenn oberennoù [[skrivagnerien Skol Walarn]] endroen-dro, reoù [[Roparz Hemon]] da gentañ-penn.[[Skeudenn:Pierrette Kermoal 1.JPG|thumb|right|700px]]
 
Ganet eo Pierrette Kermoal en ur familh a orin eus Brest abaoe un nebeud remziadoù. He zud-kozh a oa eus [[Ploueskad]]. Hi avat a zo bet savet e Brest.
 
==Studioù==
He studioù uhel war al lennegezh a reas e Brest evit ar pezh a sell ouzh al live anvet e galleg gresianekaet khagn ([[khâgne]] hag hipokhagn ([[hypokhâgne]]). Amañ eo e teskas gant ur c'helenner kozh desket-bras ar pep gwellañ, emezi, eus ar binviji lennegel he devoa ezhomm da vont uheloc'h en he studioù, pe diwezhatoc'h, d'ober war-dro al lennegezh vrezhonek, ar skridvarnerezh, da skrivañ danevelloù pe c'hoazh da ober war-dro ar gelaouenn [[Aber]]. Mont a reas goude se da Roazhon da genderc'hel gant he studioù war ar galleg.
 
Eno eo e teuas c'hoant dezhi da zeskiñ brezhoneg, yezh he zad dreist-holl en doa desket digant e dud-kozh e Ploueskad. En em lakaat a reas gant studi ar yezh o heuilh kentelioù [[Skol Ober]] gant [[Marc'harid Gourlaouen]]. En ur ober c'hwec'h miz e krogas da gompren ha zoken da gomz ar yezh, rak graet he devoa anaoudegezh gant ur strollad tud yaouank e-kostez Roazhon a veze brezhoneg ganto ingal hag a vroudas anezhi da gomz. He c'hoar a reas kemend-all da c'houde. E-kerzh an hañv ez eas da g[[Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien]] pe [[KEAV]] da genderc'hel d'en em varrekaat dre ar [[soubidigezh]]. Eno eo e kejas gant tud [[Skol an Deskadurezh Eil Derez]] pe [[SADED]].
 
==Oberennoù==