Pierrette Kermoal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
He studioù uhel war al lennegezh a reas e Brest evit ar pezh a sell ouzh al live anvet e galleg gresianekaet khagn ([[khâgne]] hag hipokhagn ([[hypokhâgne]]). Amañ eo e teskas gant ur c'helenner kozh desket-bras ar pep gwellañ, emezi, eus ar binviji lennegel he devoa ezhomm da vont uheloc'h en he studioù, pe diwezhatoc'h, d'ober war-dro al lennegezh vrezhonek, ar skridvarnerezh, da skrivañ danevelloù pe c'hoazh da ober war-dro ar gelaouenn [[Aber]]. Mont a reas goude se da Roazhon da genderc'hel gant he studioù war ar galleg e Skol-Veur Roazhon.
 
Eno eo e teuas c'hoant dezhi da zeskiñ brezhoneg, yezh he zad e oa dreist-holl en doabet desket digantgant e dud-kozh e Ploueskad. En em lakaat a reas gant studi ar yezh o heuilh kentelioù [[Skol Ober]] gant [[Marc'harid Gourlaouen]]. En ur ober c'hwec'h miz e krogas da gompren ha zoken da gomz ar yezh, rak graet he devoa anaoudegezh gant ur strollad tud yaouank e-kostez Roazhon a veze brezhoneg ganto ingal hag a vroudas anezhi da gomz. He c'hoar a reas kemend-all da c'houde. E-kerzh an hañv ez eas da g[[Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien]] pe [[KEAV]] da genderc'hel d'en em varrekaat dre ar [[soubidigezh]]. Eno eo e kejas gant tud [[Skol an Deskadurezh Eil Derez]] pe [[SADED]].
 
==Oberennoù==