Syagrius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Henroma}}
 
Afranius Syagrius (ganet 430, marv 486 or 487) a oa mab [[Aegidius]], ar ''magister militum per Gallias'' en-doa deuet a-benn da zifenn hanternoz [[Galia]] goude freuzadur an [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]]. Un ennezad c'halian-ha-roman etre ar [[Som]] hag al [[liger]], [[Swason]] e gêrben, a rene, marteze, hervez Fleuriot, gant skoazell pennoù-brezel brezhon evel [[Riothamus]]. Ne oa ket klok e c'halloud zoken er rannvro-se, war a seblant, rak gant ur penn-brezel brezhon e oa dalc'het [[Bleaz]].
 
N'anavezer ket petra e oa e ditl. [[Gregorius eus Tour]] a anv anezhañ "Roue ar Romaned" (Rex Romanorum) met estrañjour eo an titl-se d'ar c'hustumoù roman. Ar gwirheñvelañ eo e raed anezhañ ''dux'' (pennlu) hag e oa ar pezh a anvfed hiziv un [[tiern-a-vrezel]].