Samourai : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: te:సమురాయ్
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
== Istor ==
Ne oant ket ofiserien enoret betek re, ne oant ket Shogun kenebeutkennebeut. Ar Samouraied a zo bet kadourien enoret evit bezañ kalonek, leal hag a-wechoù dre o zonkadur skrijus. Tres an arozed engounel Japanaat a vez warno gant perzhioù mat nemetken hag a vez roet vel skouer da dizout gant an holl.
An diforc'h bras a vez etrezo hag an Arozed d'eus ar c'hornôg a vez war penaos e echu o buhez. Ar gadourien Samourai o d'eus echuet o buhez evit an darn vrashañ anezho war un emgann kollet pe un ampoent reuzus. Met dirak kement-mañ o zoare kalonek da vont e-tal o zonkadur a vez bamus evit ar bobl Japanaat. Mojenn ar re Samourai a vez dedennusoc'h dezho 'vit istor an ofisourien trec'h d'o holl enebourien.
Arabat chom sac'het gant ur skeudenn a gadourien nemetken pa vez kaoz d'eus ar re Samourai. Pa vez mare ar peoc'h, chom a reont stag d'eus un doare bevañ o vont etrezek ar peurvad, hep klask mont war hent ur vuhez hiniennel e koust an dud all. Setu penaos ez int deuet da vezañ skeudenn arouezius bro Japan o klask bezañ ar bobl gwellañ e touez ar re all.