Marilyn Monroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Marilyn Monroe''' (Norma Jane MORTENSON pe BAKER) a oa un aktourez amerikan bet ganet d'ar 1añ a viz Even [[1926]] hag aet da anaon d'ar 5 a viz Eost [[1962]].
 
Ganet eo bet Monroe e [[Los Angeles]], e [[Kalifornia]]. Goude ur bugaleaj paour e euredas da 16 vloaz ha kregiñ a reas da labourat en unul uzinlabouradeg kirri-nij. Du-se e kejis gant ul luc'hskeudenner ha da labourat evel un diskouezerez-giz e krogas-hi. Meleniñ a reas he blev ha buan-buan e voe dizoloet gant greanterezh ar [[sinema]]. Kregiñ a reas da implijout añv-leur ''Marilyn Monroe'' e 1948 pa sinas he feur-emglev kentañ.
 
Dezhi a vezed o reiñ dreist holl perzhioù a gaerennoù yaouank hegredik met hoalus. Se a oa ar pezh a c'hortoze an arvesterien ha pa esaeas da c'hoari ur perzh liesekoc'h (evit skour e ''The prince and the showgirl'') ne voe ket heuliet ganto.