African National Congress : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: tr:Afrika Ulusal Konseyi
D Robot kemmet: cy:African National Congress; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:ANClogo.png|thumb|right|Logo ar strollad ANC]]
An '''African National Congress''' ('''ANC''') a zo ur strollad politikel eus [[Suafrika]]. Emañ e penn ar gouarnamant du-hont abaoe ma vez renet ar vro gant ur gouarnamant dilennet gant ar muiañ-niver (abaoe miz Mae [[1994]]). Embann a ra ar strollad e-unan ez eo "un nerzh urzhiet eus an tu kleiz". A-raok 1994 e oa ar strollad pennañ e-touez ar re a stourme a-enep an [[Apartheid]] hag evit gwirioù ar re zu.
 
Savet e voe ar strollad e [[Bloemfontein]] e miz Genver [[1912]] , dindan an anv [[South African Native National Congress]] (SANNC) a-benn difenn gwirioù ar re zu e Suafrika. A-benn seurt tud a oa ennañ : pennoù meuriadoù, sindikalourien, tud a iliz. [[John Dube]] e oa rener kentañ ar strollad, hag e-touez e izili kentañ e oa ar barzh [[Sol Plaatje]]. Cheñch anv a reas ar strollad e [[1923]] ha dont da vezañ ''African National Congress'' (ANC).
 
Pa voe diazezet an ''[[Apartheid]]'' evel doare da c’houarn ar vro e [[1948]], e krogas an ANC da stourm a-enep an droukziforc’h gant doareoù peoc’hus. E [[1960]] e voe lakaet an ANC e-maez lezenn. Er bloavezhioù goude e stagas da stourm gant doareoù kaletoc’h a-enep ar gouarnamant : e [[1961]] e voe savet en e ziabarzh ar gostezenn armet [[Umkhonto we Sizwe]] (Goafioù ar Vroad), a dage an arme hag ensavadurioù ar gouarnamant.
 
Abaoe dibenn an apartheid e 1994 emañ an ANC o c’houarn ar vro. Kresket e oa an dregantad mouezhioù dastumet gant ar strollad e dilennadegoù 1999 ha 2004.
 
[[Rummad:Strolladoù politikel Suafrika]]
Linenn 16:
[[ca:Congrés Nacional Africà]]
[[cs:Africký národní kongres]]
[[cy:ANCAfrican National Congress]]
[[da:African National Congress]]
[[de:African National Congress]]