Basketball : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
difaziañ reizhañ
Linenn 18:
}}
[[Skeudenn:Basketball game.jpg|250px|thumb|Ur c'hrogad basket-ball e Stadoù Unanet Amerika. Klask a ra ar c'hoarier da vont 'barzh ar raketenn gant ar volotenn.]]
Ar '''basket-ball''' a zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet 5 a-enep 5, gant ur volotenn ha c'hoariet 'vez gant an daouarn. Ar pal a zo lakaat muioc'h a boentoù eget ar skipailh all e paner ar re all. Lakaet e vez poentoù en ur lakaat ar volotenn da zremendremen e kelc'h ar paner hag a zo da 3,05 metrad eus al leur. Ar sport-se a deu eus Amerika. Kampion ar bed gourel a zo Bro-Spagn hag kampion ar bed gwregel a zo Aostralia.
 
==Istor==
Linenn 24:
===Krouidigezh===
 
Reolennoù kentañ ar basket-ball a zo bet skrivet/lâret e Springfield (Massachussetts,SUA) gant Dr James Naismith e 1891. Ar bloavezh-se e oa bet ur goañvezh yen-tre hag an dud o doa c'hoant ur sport a vefe c'hoariet en ur sal. James Naismith a oa ur c'helenner kanadian, ganet e Almonte (Ontario) d'ar 16 a viz Du 1861. Un emzivad 'oa ha bevañ a rae e ti e donton. Ret eo bet dezhañ mont da studial relijion an Hebreed hag ar brededouriezh evit mont da veleg. Bez' en deus bet e ziplom e McGill University (skol-veur MgGill), e [[Montreal]], e [[1887]] hag eno eo bet dizoloet ar sport gantañ. C'hoariet en deus mell-droad Amerikan e-pad eizh vloaz pa 'oa o studial er skol-veur Presbyterian e Montreal. Deuet eo da vezañ kelenner er skol ''Young Men's Christian Association'' e Springfield.
 
Diwezhatoc'h ez eus bet goulennet digantañ, gant Luther Hasley Gulick, ijinañ ur sport a vefe tu c'hoari en ur sal e-pad ar goañv. Kroget en deus da labourat war an dra-se e miz Kerzu 1891. Tapet en deus meur a vennozh diwar ar sportoù all en doa gwelet pe c'hoariet pa 'oa yaouank evel ''Duck on the Rock'' : diwallet 'veze un houad gant ur paotr ouzh ar vein a veze bannet gant ar re all. Ar c'hoari-se eo a roas ar mennozh dezhañ da ijinañ ar basket-ball. C'hoariet eo bet evit ar wech kentañ d'an 29 a viz Kerzu [[1891]] hag an disoc'h a oa eus 1 da 0.
 
===Ar Basket-ball o vont war-raok===
Linenn 32:
Kendalc'het en deus ar basket-ball da vont war-raok gant ar skol ''Young Men's Christian Association'' (YMCA) ha deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm ur sport a veze er skolajoù, liseoù hag er skolioù-meur. A-raok ar c'hentañ Brezel-Bed e oa dija un tabut etre an ''Intercollegiate Athletic Association'' hag an ''Amateur Athletic Union'' evit bezañ mestr war ar reolennoù.
 
E [[1946]] eo bet krouet an ''National Basketball Association'' (NBA) evit ober kenstrivadegoù gant ar skipailhoù krenvañkreñvañ. E 1967 eo bet krouet an ''American Basketball Association'' (ABA) evit ma vefe kevezerezh etre an div gevredigezh met aet eo ar maout gant an NBA hag aet eo d'ar strad an ABA. Bremañ eo an NBA ar c'hevre uhelañ a zo e Stadoù Unanet Amerika ha memes an hini uhelañ er bed.
 
===Ar basket-ball o c'hounit tachenn===
 
Un tamm diwezhatoc'h eo en em ledet ar basket-ball 'maez an SUA hag ar c'h/Kanada, aet eo betek Europa. E 1932 eo bet krouet ar ''Fédération InternationalleInternationale de Basket-ball Amateur'' gant Arc'hantina, Tchekoslovakia, Gresia, Italia, Letonnia, Portugal, Roumania ha Suis. E 1936 e erru ar basket-ball e c'hoarioù olimpek an hañv evit ar wech kentañ (gounezet eo bet gant an SUA). E 1950 ez eus bet kentañ kampionad ar bed e basket-ball (aet ar maout gant Arc'hantina) ha 3 bloaz goude eo bet krouet kampionad ar bed evit ar merc'hed (gounezet gant an SUA). Erruout 'ra ar basket-ball evit ar merc'hed e 1976 er c'hoarioù olimpek (aet ar maout gant an URSS).
 
Dre ma 'oa an FIBA ur c'hevre evit an amatourien, e tivizas, e 1989, an dud da laoskel ar re a-vicher da c'hoari ivez. Un tamm diwezhatoc'h e erruas an Dream Team (skipailh an huñvre) gant Michael Jordan ha Magic Johnson hag adalek bremañ e grogontkrogont da krenvañgreñvañ mestronimestroniñ Stadoù-Unanet er bed a-bezh. Met diwezhatoc'h ez eus bet kollet kalz a grogadoù ganto.
 
E [[1967]] ez eus nebeutoc'h-nebeutañ a dud o sellet ouzh ar basket-ball neuze e tivizas Busnel e vefe tu kaout daou estrañjour dre skipailh. Ar bloaz-se eo ivez e krogas an dud da vezañ paeet er c'hevreoù uhel.
Linenn 50:
[[Skeudenn:Tachenn_basketball.jpeg|300px|thumb|An dachenn basket]]An aliesañ e vez c'hoariet basket-ball e salioù sport met tu 'zo c'hoari er-maez ivez (evit an dudi) anvet 'vez ar « streetball » (basket-ball a vez c'hoariet er straedoù).
 
An dachenn en deus stumm ur skouergorneg. Cheñch a ra ehe ment diouzh ar broioù : etre 22 ha 29 metrad hirder hag etre 13 ha 15 metrad ledander. E pep penn ez eus ur banerpaner graet gant ur waregenn (pe ur walenn) lec'hiet da 3,05 metr diouzh an douar ha staget dindan ur roued digor en e greiz. Stag eo ar waregenn d'ar banell hirgarezek e-lec'h ma c'hell adlammat ar volotenn pa vez tennet.
 
Bez' ez eus dindan pep paner un tachad anvet ar raketenn. E-penn ar raketenn ez eus al linenn-eeun, e-tal ar baner. Ur warenn-gelc'h a zo ivez lec'hiet da 6,25 metr eus ar panerbaner (7,23 m e [[NBA]]), anvet 'vez al linenn tri foent. Krouet eo bet al linenn-se e 1984.
 
A-raok e veze c'hoariet basket-ball gant ur volotenn mell-droad. Ar bolotennoù a oa gell, met e fin ar bloavezhioù 1950 eo erruet ar melloù (divizet gant Tony Hinkle) evit ma vefe gwelet gwelloc'h gant ar c'hoarierien hag an arvestourien. 650 g eo pouez ur vell ha 24 cm eo he zreuzkiz.
Linenn 65:
Ar c'hrogad a grog gant ar pezh a zo anvet un etre-daou. Evit-se ez a ur c'hoarier eus pep skipailh (an aliesañ an hini a lamm an uhelañ) dirak an hini all e linenn kreiz an dachenn en ur sellet ar baner e-lec'h ma rank lakaat ar vell evit lakaat poentoù. An tredeog a vann ar vell a-us dezho hag an daou c'hoarier-se a rank skeiñ ouzh ar vell evit ma vefe tapet gant unan eus o skipailh.
 
Rediet eo c'hoari gant an daouarn, c'hwitellet 'vez gant an tredeog ha roet e vez ar vell d'ar skipailh all ma vez touchet gant an divhar. Ar vell a zo er-maez pa ra un adlamm er-maez eus an dachenn pe pa vez touchet gant ur c'horierhoarier a zo maez eus an dachenn. Ne vez ket c'hwitellaet gant an tredeog ma lamm ur c'hoarier er-maez eus an dachenn hag e vez kaset en-dro ar vell war an dachenn a-raok ma touchfe an den pe ar vell ouzh an douar.
 
E fin ur c'hrogad, ar skipailh en deus ar muiañ a boentoù a c'hounez. Ma vez an daou skipailh rampo e vez neuze pemp munutenn a astenn-c'hoari evit dispartiañ an daou skipailh. Ma vez c'hoazh rampo e fin an astenn-c'hoari e vo graet un astenn-c'hoari all (ne c'heller ket chom rampo).
Linenn 71:
==Tagañ==
 
Evit fiñval gant ar vell e ranker dribblañ, da lâret eo lakaat ar vell d'ober adlammoù war al leur gant an dorn. Pa vez graet muioc'h eget daou baz hep dribblañ gant ur c'hoarier pe ma ra ul lamm en ur derc'hel ar volotenn pa adkouezadkouezhy, e vez c'hwitellaet gant an tredeog (bale). Pa adkemer ar c'hoarier e dribbl, goude bezañ paouezet anezhañ, e ra un adkrog dribldribbl. Roet e vez ar vell d'ar skipailh all. Pa 'vez dribblet gant ur c'hoarier n'ez eus ket urzh da lakaat e dorn dindan ar volotenn. Anvet e vez ar fazi-se « dougen ar vell ». Ret eo d'an dorn bezañ a-us d'ar vell pe war ar c'hostez. Pep c'hoarier a c'hell ober pasoù d'ar re all evit lakaat paneroù.
 
[[Skeudenn:Singapore Slingers vs Darwin All-stars.jpg|200px|thumb]]
Linenn 77:
Evit lakaat poentoù e rank ar vell tremen er baner. Ar poentoù a za dre daou boent, nemet pa 'vez tennet eus a-dreñv al linenn tri foent (3 foent vo neuze). Ur poent a vo neuze pa 'vo tennet diouzh al linenn-eeun (pa vez graet ur fazi gant ar skipailh a zifenn war ur c'hoarier pa 'vez hemañ o tennañ e vez un tenn-digoll a-dreñv al linenn-eeun).
 
Ar skipailh hag a dag en deus eizh eilenn evit tremen al linenn kreiz. Ma peus tremenet anezhi ha ma 'z ez a-dreñv gant ar volotenn e ra un distro er zonenn. Da lavaret eo ur wech ma 'z eo tremenet ar volotenn e-biou al linenn kreizgreiz gant ar skipailh a dag, ne zeus ket tu mont en-dro eus an tu all. Pevar warn-ugent eilenn en deus ar skipailh a dag evit lakaat un tenn. Adkregiñ 'ra padventer ar pevar warn-ugent segondenn bepred pa 'vez touchet ar baner pe ar plankennplanken gant ar vell. N'ez eus ket urzh d'ar c'hoarierien hag a dag chom muioc'h eget teir eilenn e-barzh ar raketenn. Bez' ez eus pemp eilenn d'ar skipailh evit ober ur « wrimenn » (adlakaat ar vell war an dachenn pa vez bet c'hwitellet « er-maez » gant an tredeog). Pa 'vez paouezet e zribbl gant un den, bez en deus pemp eilenn evit ober ur basenn pe klask lakaat er baner. Pa vez merket ur paner, e vez roet en-dro ar volotenn a-dreñv al linenn foñs, gant ar skipailh en deus kemeret ur poent.
 
 
Linenn 96:
==An difenn==
 
An difenn a servij da harzañ ar skipailh enep deda verkañ. Bez' ez eus meur a zoare evit difenn er basket-ball. N'int ket bet savet holl asambles (renket int diouzh ar mare m'int bet savet).
 
===Difenn evel ul loen===
Linenn 106:
Pal an difenn-se a zo kaout gant pep hini ur c'hoarier da zifenn evit ma vefe stanket an hini emañ ar vell gantañ, evit ma vefe diaes dezhañ ober pasoù. Met diaes eo difenn e mod-se pa vez tagourien kreñv-tre er skipailh all. Pep difenner en deus da zifenn war e c'hoarier e-kerzh tout ar match.
 
===Difenn e zakaddakad===
 
Diaes eo evit ar skipailh a dag da zremen evit merkañ, rak an difennerien a gemer kalz a blas evit harzañ an tagerien da zremen. Pep difenner en deus un dachad da zifenn e-barzh gwarenn-gelc'h an tri foent neuze ne c'hell ket an dagerien mont betek ar baner. Poan o deus da zremen, neuze rediet int da dennañ eus pell.
Linenn 112:
===Sikour===
 
An difenn-se 'zo tost heñvel ouzh an difenn « pep hini e hini », met, ar wech-mañ, e fiñvo an dud diouzh ar vell (ma 'z a un den gant ar vell en tu kleiz ez aio an difennerien war an tu kleiz met en ur zerc'hel ul lagad war ar c'hoarier a vez diwallet gantañ).
 
===Diarbenn===