Aod : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: th:ชายฝั่ง
D Robot ouzhpennet: la:Litus; Kemm dister
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
[[skeudennSkeudenn:Dauin_beach.jpg|right|thumb|250px|Un aod traezh er [[Filipinez]].]]
 
Ar riblennad douar a gaver a-hed ar [[mor]] eo an '''aod''' (pe an '''aot'''). Implijet e vez ''ribl ar mor'' hag ''arvor'' ivez. Evit ur [[stêr]] e komzer eus ar [[ribl]] pe eus he riblennoù, pe eus al [[lez]].
 
== Yezhadur ==
Ur ger gwregel eo ar ger aod (''aod vev''). El [[liester]] e lavarer ''aodoù'', ''aochoù'', hag''aodeier'' e lec'hioù 'zo.
 
== Neuz an aodoù ==
Meur a seurt aod a zo diwar [[morfologiezh]] an douaroù ma ya ar mor tost outo. M'eo plat an [[douar]] hag ar [[riblenn]]ad dindanvor tostañ e teuio d'an aod un neuz digor, met distabil d'an aliesañ pa vez kaset da vont pelloc'h ar mor gant an [[avel]]ioù. Er c'hontrol m'eo an aod lec'h ma 'z eus un douar uheloc'h eget [[live]] ar mor re dost dezhi e c'hell homañ bezañ harzet gant [[tornaod]]où [[roc'h|reeier]] kalet. Met m'eo ar reier graet gant [[danvez]]ioù bruzunabl e c'hell ar mor [[krignerezh|krignañ]] anezho ha lakaat [[tres an aod]] da gilañ war-zu an douar.<br />
Pa ne c'hell ar mor krignañ ar reier, kaset e vez alies [[traezh]] ha [[bili]] gantañ ken e tastum ur riblenn douar nevez a-dal d'un [[tornaod marv]].<br />
Tres an aod a zo bet deuet evit ar brasañ gant al live krenn tizhet gant [[araogerezh ar mor]] divezhañ, an [[araogerezh dunkirkat]] (4vet kantved-5ved kantved), met diwar krignerezh ar mor koulz hag ijinerezh an Den eo bet kemmet neuz an aod e meur a lec'h. War aodoù plat [[Mor an Hanternoz]] p'en deus diskennet live ar mor er [[Krennamzer|Grennamzer]] eo bet adtapet douaroù nevez gant an [[Izelvroioù|Izelvroiz]], ar [[Breizh-Veur|Saozon]] hag an [[Alamagn|Alamaned]]. Koulskoude e ya goustadik uheloc'h live ar mor hiziv ken e vez douaroù traezhennek hag darn an traezhennoù o-unan diskaret tamm ha tamm pa vez ruilh-diruilh ar gwagennoù poulzet gant ar [[korventenn|c'horventennoù]].
 
== An [[aod vev]] ==
Er morioù ma vez ul [[lanv]] (ur mare) e vez goloet ha dichalet ur riblennad etre live ar [[gourlenn]] ha live an [[daere]], an aod bev a reer eus outañ. Pa vez dizolo e weler ar pezh a zo bet kaset gant al lanv deuet kent, al lanvad eo, graet gant polotennoù pe neudennadoù bezhin ha gouemon. Aze e vev [[plant-mor]] ha [[loen-mor|loenigoù-mor]] a c'hell bezañ dizoloet unan pe div wech an deiz. Un [[endro]] bevoniel pinvidik eo. Gant loenigoù dastumet war an aod bev, [[kresteneg]]ed peurvuiañ, e c'helle tennañ ur [[boued]] fonnus a-walc'h annezerien baour an aodoù (an aocherien, sell pelloc'h) a-raok kreiz an [[XXvet kantved]].
 
== Tud an aod ==
Eus ar ger aod eo deveret ar verb [[aochañ]], bageal pe besketa en ur chom tost d'an aod hag ''aocha'', dastum boued-aod pe [[traoù mor|draoù mor]] e-tal an aod. Un aocher a c'hell bezañ pe un den o vevañ tost ouzh an aod pe ur [[bag|vag]] pe ul [[lestr]] ha ne vez kaset pell diouzh an aod. Pa komzer eus an dud pe eus an traoù a zo tost an aod e vez graet an [[arvor]] eus an [[tiriad]]où m'emaint warnañ. Peurliesañ e vez implijet aod evit an aod mor, da lavaret eo an aod e-tal an [[donvor]] p'eo an arvor evit un aod goudoret ivez (hini ur [[pleg-mor]] pe ur [[morlenn|vorlenn]]).
 
== Termenadur reizhel e-keñver ar [[gwir]] ==
Kontrol d'an [[emglev]] a gaver etre ar skiantourien e sav diaesterioù e-touez ar wiraourien da dermeniñ an aodoù war kostez an douar peogwir e c'hell bezañ pouezus e-keñver an doareoù da gorvoiñ ar pinvidigezhioù war ar seizennad douar a gaver en o hed. Sellout ivez ouzh [[Dourioù etrebroadel]].
 
== Gerioù gant aod enno ==
* Aochad (aotad)
* Aochañ, diaochañ.
* [[Tornaod]]
 
[[Rummad:stumm douarelGeomorfologiezh]]
 
[[Rummad:Mor]]
 
[[Rummad:Geomorfologiezh]][[Rummad:MorStumm douarel]]
[[Rummad:stumm douarel]]
 
[[af:Kuslyn]]
Linenn 59 ⟶ 58:
[[kn:ಕರಾವಳಿ]]
[[ko:연안]]
[[la:Litus]]
[[lmo:Còsta]]
[[lv:Piekraste]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Aod »