Black metal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: be:Блэк-метал
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar sonerezh '''Black Metal''' a zo un is-rummad eus an [[Heavy Metal]], merket gant ur c'han feuls hag un aergelc'h teñval.
 
Leuvrenn rannvro : [[Breizh]], [[Iwerzhon]], [[Kernev-veur]], [[Norvej]], [[Sued]], [[Rusi]]
 
Kregiñ a reas pep tra er [[Bloavezioù 1980|bloavezioù 1980]] gant strolladoù evel [[Bathory]] (a zeuas goude da vezañ krouer ar [[Viking Metal]]), [[Mercyful Fate]] ha [[Hellhammer (strollad)|Hellhamer]]/[[Celtic Frost]]; hag ivez [[Venom]] un tammig nebeutoc'h, dre m' o deus levezonet ar strolladoù Celtic Frost ha Hellhammer, ha dreist-holl evit bezañ roet an anv d'ar rummad sonerezh gant o albom [[Black Metal (albom)|Black Metal]] aet er-maez e[[1982]]. Ar strolladoù-se a sone [[Thrash Metal]], met gant ur sonerez teñvaloc'h, feulsoc'h ha gant komzioù satanek, ar pezh a oa nevez a-walc'h hag a veze gwelet evel ekstrem en amzerioù-se. Un nebeut eus ar strolladoù-mañ a lavar e oa o fal en em gannañ a-enep ar wagenn poblek an [[Death Metal]] amerikan hag a oa mestr war metal d'ar mare-se. An eil gwagenn Black metal, dreist-holl skandinavek, a grogas e fin ar bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990, dreist-holl e [[Norvegia]].